Bistolida brevidentata

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bistolida brevidentata
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Bistolida
Anv skiantel
Bistolida brevidentata
(G. B. Sowerby II, 1870)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Bistolida brevidentata a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev etre Kornôg, Norzh ha Reter Aostralia etre an aod vev ha 40 m donder an hini eo.

Taksonomiezh kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby e 1870 dindan an anv genad Cypraea[2]. An anv brevidentata a dalv dent berr.

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida brevidentata bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea brevidentata G. B. Sowerby II, 1870 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.

Isspesadoù kemmañ

3 isspesad a zo bet diskrivet :

  • Bistolida brevidentata brevidentata G. B. Sowerby II, 1870 kavet e Kornôg Aostralia
  • Bistolida brevidentata deceptor (Iredale, 1935) kavet e Norzh Aostralia
  • Bistolida brevidentata fluctuans (Iredale, 1935) kavet e reter Aostralia[3]

Bevoniezh kemmañ

Kregin brav ha divoutin eo an Bistolida brevidentata. Kavet e vezont etre an aod vev ha 40 m donder dindan reier ha bloc'hadoù koural.

Ment kemmañ

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 20 mm ha 24 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 15 mm pe ramz, betek 27 mm.

Gwelout ivez kemmañ

Bistolida stolida, Bistolida diauges daou spesad all ar genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo war aodoù Aostralia etre Kornôg, Norzh ha Reter Aostralia.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
  3. isspesadoù el Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=579210(en)