Bistolida diauges
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor treuzwelus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida diauges (Melvill, 1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida diauges a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev etre ar Mor Ruz hag aod Reter ha su Afrika e Meurvor Indez etre an aod vev ha nebeut metroù donder an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Melvill, e 1888 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida diauges bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all :
- Cypraea diauges Melvill, 1888 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Blasicrura stolida diauges (Melvill, 1888) anv aet da get
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha boutin eo an Bistolida diauges. Kavet e vezont etre etre an aod vev en Afrika ar reter ha nebeut metroù donder en Afrika ar su, gant bezhin e tachennoù fankek.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 26 mm ha 34 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 19 mm pe ramz, betek 42 mm.
Gwelout ivez
kemmañBistolida stolida, Bistolida brevidentata daou spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo etre ar mor ruz hag aod Reter ha Su Afrika er meurvor Indez.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=527771(en)