Bistolida stolida
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida stolida (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida stolida a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a-walc'h eo, hag a vev e Meurvor Indez hag er Meurvor Habask dindan pennoù koral bras ha tammoù koral marv, eus an aod bev betek 25 m donder.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida stolida bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea stolida Linnaeus, 1758 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Blasicrura stolida (Linnaeus, 1758) anv aet da get.
Isspesadoù
kemmañMeur a isspesad a zo bet diskrivet :
- Bistolida stolida stolida Linnaeus, 1758
- Bistolida stolida brianoi Lorenz, 2002
- Bistolida stolida clavicola Lorenz, 1998
- Bistolida stolida crossei (Marie, 1869)
- Bistolida stolida rubiginosa (Gmelin, 1791)
- Bistolida stolida salaryensis Bozzetti, 2008
- Bistolida stolida uvongoensis Massier, 2004
- Bistolida stolida kwajaleinensis (Martin & Senders, 1983) (taxon inquirendum= isspesad o vezañ studiet)
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha boutin a-walc'h a vev dindan pennoù koural bras ha tammoù koral marv, eus an aod bev betek 25 m donder an hini eo. eo an Bistolida stolida.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 23 mm ha 30 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 15 mm pe ramz, betek 36 mm.
Gwelout ivez
kemmañBistolida brevidentata, Bistolida diauges, Bistolida erythraeensis tri spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask.
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=216739(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=216739(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)