Bistolida erythraeensis
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor Eritre
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida erythraeensis (G. B. Sowerby I, 1837) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida erythraeensis a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev er mor ruz, Aden hag e Zanzibar e reter Afrika, e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Sowerby, e 1837 dindan an anv genad Cypraea[2],[3]. . Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida erythraeensis bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea erythraeensis Sowerby, 1837 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha divoutin eo an Bistolida erythraeensis. Kavet e vezont e tachennoù priek dindan reier, dindan nebeut metroù donder an hini eo.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 16 mm ha 22 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 10 mm pe ramz, betek 29 mm.
Gwelout ivez
kemmañBistolida stolida, Bistolida owenii daou spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo etre ar Mor Ruz, Aden ha Zanzibar e reter Afrika e Meurvor Indez.
Skeudennoù
kemmañ-
Kostez Bistolida erythraeensis
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=206095(en)
- ↑ Cypraea erythraeensis G. B. Sowerby I, 1837) Burgess, C.M. (1970). The Living Cowries. AS Barnes and Co, Ltd. Cranbury, New Jersey in Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 26 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=529731(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)