Brennieg

kumun ar Mor-Bihan

Brennieg (Brignac e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Ploermael e departamant ar Mor-Bihan.

Brennieg
Ar maerdi.
Ar maerdi.
Ardamezioù
Anv gallaouek Brinyac
Anv gallek (ofisiel) Brignac
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant Gwened
Kanton Ploermael
Kod kumun 56025
Kod post 56430
Maer
Amzer gefridi
Martial Le Breton
2014-2026
Etrekumuniezh Ploermael Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Ploermael - Kalon Breizh
Lec'hienn Web https://brignac.bzh/
Poblañsouriezh
Poblañs 198 ann. (2022)[1]
Stankter 15 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 07′ 18″ Norzh
2° 23′ 13″ Kornôg
/ 48.1216666667, -2.38694444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 84 m
bihanañ 68 m — brasañ 126 m
Gorread 13,12 km²
Lec'hiañ ar gêr
Brennieg

Douaroniezh

kemmañ
  • War ar stêr Yvel ha Stêr an Dug emañ Brennieg, e-barzh un draonienn.

Stummoù skrivet

kemmañ
  • Jean-Yves Le Moing : "... Brignac, skrivet Brennac e 1165 ..."
  • Embannadurioù Flohic : "Brignac, da vare ar Romaned, e oa anvet Brennac".

Gerdarzh

kemmañ
  • Dauzat & Rostaing : "diouzh un anv den galian ha roman *Brinnius, diouzh galianeg Brennos, *Brinnos ha lostger -acum".
  • Hervé Abalain : "Brehnac e 1330; kentoc'h Brinniacus < *Brinnius, un displegadenn diazezet war brenn : ul lec'h ez eus runioù, a zo da sell; cf. Brigneuc".
  • War pezh e lavar Ogée, Brennieg en em gav en un draonienn; evel-se eo diaezh da ginnig runioù; mont war zu ur wrizienn evel *bracu- = lec'h gleb e vefe tostoc'h eus talvoudegezh an anv.

Ardamezioù

kemmañ

rannet; ouzh 1, en gul e dri dorzhell en erminoù; ouzh 2, en argant e dreustell en sabel heuliet gant teir flourdilizenn en gul, 2, hag 1; e gab dentek en aour karget gant un dreustellan kommek en glazur

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun ar gumun e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Brennieg e kanton Maoron; e Bann Ploermael edo. Gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe miret ha brasaet ar c'hanton dindan anv kanton Maoron ivez, chom a reas ar gumun er c'hanton. Lakaet e oa bet Brennieg en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[2],[3].
  • Mervel a reas ur gwaz eus ar gumun[4].
  • Mervel a reas 30 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lâret eo 3,40 % eus he foblañs e 1911[5].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Bartelame .
  • Monumant ar re varv. Dioueliet e voe d’ar 27 a viz Even 1926[7].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik,luc’hskeudenn[8].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Hervé ABALAIN : Les noms de lieux bretons. Universels Gisserot. 2000.
  • (fr)Albert DAUZAT et Charles ROSTAING : Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Librairie Larousse, 1963; Librairie Guénégaud, 1978.
  • (fr)Éditions FLOHIC : Le patrimoine des communes du Morbihan. 1996.
  • (fr)Michel FROGER et Michel PRESSENSE : Armorial des communes du Morbihan. Froger SA. 1996.
  • (fr)Jean-Yves LE MOING : Noms de lieux bretons de Haute Bretagne. Coop Breizh. 1990.
  • (fr)Ogée ː Dictionnaire Historique et Géographique de la Province de Bretagne, dédié à la Nation Bretonne. Nouvelle édition, revue et augmentée par MM. A. Marteville et P. Varin. Rennes. Molliex, 1845. Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
  • (br)Erwan VALLERIE : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez * Corpus * Traité de toponymie historique de la Bretagne. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 56
  3. (fr)Cassini - EHESS - Brennieg - Fichenn ar gumun
  4. (fr)Memorial Genweb
  5. 5,0 ha5,1 (fr)Memorialgenweb - Monumant ar re varv
  6. (fr)René Le Guénic, Morbihan -Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 86-89
  7. (fr)Université de Lille
  8. (fr)Memorial Genweb