Breuriezh (disheñvelout)
Breuriezh zo ur ger deveret eus breur, hemañ o tennañ d'ul liamm etre daou zen en ur familh (tiegezh), met ar meizad deveret a zo larkoc'h[1].
Breurelezh eo ar santadoù hag al liammoù etre breudeur kenwad.
Abaoe adaoz reizhskrivadur ar brezhoneg e 1941 eo bet ouzhpennet h da breuriez a voe implijet evit meur a aozadur. Hiziv e kaver gwelloc'h ober gant kevre, kevredad, kevredigezh, kevarzhe...
Talvoudegezh diouzh ar relijion
kemmañImplijet e vez ar ger a-gozh evit aozadurioù broudet gant relijiuzed ha tud lik evit aozañ prosesionoù, lidoù, oberioù kengred, obidoù. Sellit ouzh breuriezh (relijion)
- Breuriez ar Maro Mat, krouet e Bourdel ha degaset an aozadur da Vreizh
- Lizhiri Breuriez ar Feiz, kelaouennig krouet gant an Aotrou 'n Eskob Graveran e 1844
- Breuriez ar Mammou kristen
- Breuriez ar brezoneg, krouet e 1907 gant Yann-Vari Perrot evit broudañ studi ar brezhoneg gant ar veleien hag ar c'hloer
Breuriezh e Plougastell-Daoulaz
kemmañUn doare framm sokial ha relijiel zo chomet bev e Plougastell. Rannet e oa ar barrez e 23 breuriezh, ur vuhez dezho gant lidoù a-ziforc'h. Sellit ouzh breuriezh (Plougastell)
Aozadurioù evit broudañ soñjennoù er vuhez sokial
kemmañAn dud dezho an hevelep micher a ra kenvreudeur anezho o-unan hag ar gevredigezh vicherel a savont etrezo a c'hell bezañ anvet breuriezh pe kenvreuriezh. Aozadurioù kengred a c'hell bezañ gwelet evel breuriezhoù ivez. Skouer : Frañmasonerezh
- Breuriez Breiz, kevarzhe laosk krouet tro-dro da dTeodor Kervarker er bloavezhioù 1840.
- Breuriez Veur ar Brezoneg, kevarzhe krouet diwar atiz Frañsez Vallée evit lakaat e pleustr Emgleo ar skrivagnerien e 1907
- Breuriez ar brezoneg er skoliou, aozadur evit broudañ kenstrivadegoù er skolioù kristen krouet war-dro 1930
Kenvreuriezh
kemmañ- Kenvreuriez ar Viniaouerien, savet e 1932 e Pariz
- Kenvreuriez sonerion Pariz, ti-embann teskad Kanaouennoù-pobl, aozet gant Alfred Bourgeois e 1959