Breuriez Veur ar Brezoneg
Ur seurt huñvre aet da wir e voe Breuriez Veur ar Brezoneg evit al lenneien vrezhoneger a vage sevel un aozadur damheñvel ouzh an hini an Akademiezh c'hall. E 1922 e voe diazezet da vat gant Emil Ernod ha Frañsez Vallée. Ma kemeras Roparz Hemon plas E. Ernod e 1938 ez eas ar gevredigezh da get e trubuilhoù an Eil brezel-bed.
Krouiñ un akademiezh evit ar brezhoneg
kemmañE 1912, Charles Le Goffic, a oa o klask aozañ un Ensavadur Breizh a c'houlennas digant Emil Ernod ha Frañsez Vallée reiñ harp dezhañ da sevel un akademiezh vrezhonek a vije ur skourr anezhañ. Hag an daou yezhour, o doa labouret start dija da sevel Emglev ar skrivagnerien.
Raktres un akademiezh evit ar brezhoneg a oa bet p'en doa kinniget F. Vallée ar reizhskrivadur nevez e 1908 en anv emglev ar skrivagnerien, nemet ne voe den evit labourat evit aozañ an traoù. Aesoc'h e voe soñjal en-dro pa 'z eas E. Ernod, a oa kelenner e Skol-veur Poitiers, war e leve e 1919. Mignon ha amezeg e oa da F. Vallée, ha ma kavjont un nebeud beleien evel eilrenerien (eilprezidanted), ar c'hargoù pouezusoc'h a yae gant Emil Ernod (rener = prezidant) ha Frañsez Vallée (sekretour). Disklêriet e voe ar gevredigezh er prefeti hag embannet e-barzh Journal officiel de la République française d'an 9 a viz Meurzh 1922.[1].
Oberiantizoù
kemmañAr Vreuriezh a zibabas ar gelaouenn Buhez Breiz da gentañ evit embann he c'hemennadurioù, ha goude Kornboud, ur stagadenn da Feiz ha Breiz. Lakaat a reas moulañ ur rummad levrioùigoù anvet Alioù Breuriezh Veur ar Brezhoneg d'ar Skrivagnerien. Dindan he maeroniezh e voe embannet Gériadurig brezonek-gallek Ernault (1927) ha Grand dictionnaire français-breton Vallée (1931).
Bodadegoù niverus a veze graet e ti Vallée e Sant-Brieg. Pevar den hepken avat a gemere perzh enno peurliesañ : Ernault, Vallée, Meven Mordiern hag Abeozen. Lizheroù a veze eskemmet etre Vallée ha tud all.
Labourat a reas ar Vreuriezh, gant nebeut a arc'hant, da sevel ul levraoueg, da sevel kenstrivadegoù, da brientiñ embannadurioù, da "astenn anaoudegezh ar brezhoneg ha da wellaat e lennegezh" ha da "skoaziañ an oberoù breizhek dellezekañ". Galleg ha brezhoneg a oa er bodadennoù.
E 1938 e voe anvet Roparz Hemon da sekretour, ha kaier an dielloù a voe fiziet ennañ.
Reoliadur
kemmañAr Poellgor a oa ennañ : ur Rener (dilennet evit tri bloaz) ; pevar isrener d'ar muiañ ; ur sekretour ; un diellour-levraouegour ; an holl a c'helle bezañ addilennet.
Adizili a veze dilennet gant ar Vreuriezh, gant mouezhioù-kuzuliañ hepken er bodadennoù hag er strolladoù-studi.
Izili
kemmañ- Roll izili ar Vreuriezh e 1935
- Rener : Emil Ernod
- Eilrenerien : Loeiz ar C'hlerg, Aogustin Gwilhevig, Yann-Vari Ugen
- Sekretour : Frañsez Vallée
- Teñzorier : Adrien de Carné
- Izili : Erwan ar Moal, Aogust Bocher, Jozeb Cuillandre, Roparz Hemon, Kristof Jezegou, Alfoñs Mary, Meven Mordiern, Joseph Ollivier, Yann-Vari Perrot.
- Adizili : Abeozen, Saig ar Go, Viktor Bozeg, Frañsez Kaorel.
E 1938, goude marv E. Ernod, e voe anvet F. Vallée da rener, ha Roparz Hemon da sekretour.
An enskrivadur diwezhañ war ar c'haier-se a voe graet d'ar 14 a viz Genver 1939, da lavarout eo e oa tost ar brezel : ne zreistvevas ket ar Vreuriezh d'an darvoud-se. Daou vloaz goude e vo sinet Emglev miz Gouere 1941 war atiz Roparz Hemon e-unan, tra ma oa klañv Vallée.
"War-raok bepred, a-stroll, gant reizh 'vit mad an holl" e oa lavar-stur ar Vreuriezh Veur.
Levrlennadur
kemmañ- Émile Ernault, Adresse de l'Académie bretonne à l'Académie basque. E-barzh Revue internationale des Études basques, 1925. Heuliet gant respont Georges Lacombe, en anv an Akademiezh euskarek (Ertzaindia).
- Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien vrezhonek, Embannadurioù Al Liamm, 1992, pp. 102-103 (ISBN 2736800346)
Pennadoù nes
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Meneget gant Emil Ernod : Adresse de l'Académie bretonne à l'Académie basque. E-barzh Revue internationale des Études basques, 1925.