Breuriez ar Brezoneg er Skoliou
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Breuriez ar Brezoneg er Skoliou a oa un aozadur nes-relijiel savet evit lakaat skolidi ar skolioù katolik da studiañ brezhoneg. Savet e voe gant Yeun ar Gow, Remont Delaporte ha Frañsez Kervella e 1932.
Evit skorañ ar steuñv brezhon en deskadurezh katolik
kemmañE miz C'hwevrer 1930 ec’h embannas eskopti Kemper ha Leon ar « steuñv brezhon evit ar skolioù katolik »[1] e oa e bal degas d’ar skolidi anaoudegezhioù war ar brezhoneg ha war Istor ha douaroniezh Breizh. En eskoptioù all ar brezhonegva e voe embannet ar steuñv-se ivez. Nec’het e oa an eskob, Adolphe Duparc, gant kiladenn ar brezhoneg er parrezioù, ar pezh a wele evel un dra noazus d’ar relijion.
Diwar atiz Erwan ar Moal, pennskridaozer ar gelaouenn gristen Breiz e voe klasket arc’hantaouiñ dornlevr an abad Viktor ar Bozeg, le français par le breton, met displijout a reas da lod pa voe kaoz eus lakaat ar vugale da vestroniañ ar brezhoneg[2].
Intentet evel framm ar poelladennoù hag an arnodennoù er skolioù katolik leviet gant eskopti Kemper ha Leon a-bezh, ne c’hellas ket mont er-maez eus tri c’hanton kreiz Penn-ar-Bed : Karaez, Kastell-Nevez-ar-Faou ha Pleiben. Echuet e voe oberoù an aozadur e kreiz 1941, pa voe divizet gant an eskopti seveniñ an deskadurezh brezhonek er skolioù diwar reolennoù nevez ar gouarnamant gall. Met e Gouere 1940 e tisklêrias an Aotrou ’n Eskob Duparc e pep iliz eus Penn-ar-Bed e oa eskumunuget izili Strollad Broadel Breizh, Yeun ar Gow, Remont Delaporte ha Charlez Gaonac’h en o zouez.
Un noter ha daou studier
kemmañRemont ar Porzh, ur studier eus Kastell-Nevez-ar-Faou, a ginnigas d’an eskob e vefe savet ur vreuriezh hervez mod an Iliz katolik da enframmañ oberoù mat ar feizidi, ma vefe savet Breuriez ar Brezoneg er Skoliou evit harpañ ar vistri-skol hag aozañ arnodennoù diwezh ar bloavezh-skol. Kavet en doa Yeun ar Gow, noter yaouank e Gouezeg adalek 1927, prest da reiñ harp evit mad e yezh vamm, entanet ma oa bet goude m’en doa resevet Frañsez Debauvais en e vurev e Mezheven 1928. Dont a reas ur studier yaouank all, Frañsez Kervella, eus Dirinonn, Jos ar Roue hag Charlez Gaonac’h da sikour[3].
Endalc’h ar steuñv ha prizioù evit an arnodennoù
kemmañPa oa ur c’harr-tan gantañ e c’hellas Yeun ar Gow mont gant e geneiled da gendrec’hiñ renerezed skolioù merc’hed Sant-Wazeg[4] ha Speied da lakaat ar skolidi da heuliañ ar steuñv brezhon a-hed ar bloavezh skol 1932-1933.
Ret e oa d’ar vugale bezañ enskrivet hag e-barzh implij-amzer ar mestrezed-skol e oa an danvezioù-se. Lenn, deskiñ reolennoù pennañ ar brezhoneg, kontañ, jediñ, diskoulmañ kudennoù jedoniezh, deskiñ tammoù Istor ha douaroniezh Breizh, an holl studioù e brezhoneg a yae d’ober ar program hag e veze arnodennet ar skolidi e fin ar bloavezh skol gant an tri arnodenner. Renket e veze ar vugale e tri strollad hervez o oad. Garedonet e veze ar vugale gant prizioù, levrioù brezhonek evit an degouezh-se, ha prizioù moneiz a yae d’an div skol, tapet gant o skolidi ar gwellañ disoc’hoù.
Oberiantizoù e pastell-vro Pleiben ha tro-war-dro
kemmañEn div skol merc’hed, hini Sant-Wazeg ha hini Speied, ez eus bet 151 skoliad enskrivet, 131 anezho a yeas da vezañ arnodennet ha roet e voe 65 priz.
Er bloavezh skol 1933-1934 e voe c’hwec'h skol ouzhpenn : Gouezeg, Kastell-Nevez-ar-Faou, Landelo, Lannedern, Plonevez-ar-Faou ha Lennon. Diwar 540 bugel enskrivet e teuas d’an arnodennoù 389 anezho ha da 101 c'henstriver a voe roet prizioù dezho.
E 1934-1935 e voe lakaet seizh skol ouzhpenn e-barzh ar jeu ha muioc’h c’hoazh e 1935-36, 36-37-, 37-38 hag 38-39, ken ne chome nemet Skol Sant-Jermen a-gostez, e Pleiben, pa nac’he ar rener, ar Frer Salaun, plegañ da reolennoù an eskopti war dachenn ar brezhoneg. 18 skol gristen an tri c'hanton (Ar C’hastell-Nevez, Karaez ha Pleiben) a aoze kentelioù ar steuñv brezhon gant harp emsaverien ar bastell-vro[5].
Ar prizioù
kemmañEve ma oa ar c’hustum e veze roet prizioù d’ar skolidi, ar gwellañ disoc’hoù ganto, met ivez d’an div skol ma veze ar muiañ a zisoc’hoù mat. Ul levr a veze roet d’ar vugale a dizhe ar c’heitad a-us da 7/10. Dezho e veze roet levrioù brezhonek embannet gant Gwalarn ha paeet diwar ar c’hef, « Brezoneg ar Vugale » e anv, krouet gant Roparz Hemon ha kellidet gant madoberourion galvet gant kemennadennoù ar gelaouenn ‘’Gwalarn.
D’ar skolioù e veze roet arc’hant (300, 200 ha 100 lur) pe dornlevrioù pe gartenn Vreizh.
Levrlennadurezh
kemmañ- Yeun ar Gow, Skridoù, Hor Yezh, 2000. (ISBN 2910699420). Endalc’h Eñvorennoù oad gour’’ ha Barzhonegoù’'.
- Gwenael Maze, « Yeun ar Gow, emsaver ». E-barzh Yezh hag Emsav, Landeda, Embannadurioù Aber, 2021, po. 143-192.(ISBN 978291684559)
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ « Programme breton pour les écoles catholiques ». E-barzh La semaine religieuse du diocèse de Quimper et Léon, 28 C’hwevrer 1930.
- ↑ Gwenael Maze, Yeun ar Gow, emsaver…, p. 154.
- ↑ En e eñvorennoù oad gour e kont Yeun ar Gow e voe degemeret gwelloc’h Remont Delaporte egetañ, ken e tlee chom a-dreñv dezhañ.
- ↑ Gwilherm Saout, person ar barrez, a yeas a-du gant an emsav brezhon. En e bresbital e voe bodet, e Gouere 1931, darn eus diazezerien Skol Ober.
- ↑ Gwenael Maze, « Yeun ar Gow, emsaver… », p. 160.