Bronnoù-kranked

Sacculina carcini war Liocarcinus holsatus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Maxillopoda
Urzhad : Kentrogonida
Kerentiad : Sacculinidae
Genad : Sacculina
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar bronnoù-kranked zo kresteneged bihan arvevat ouzh ar c'hranked. Er genad Sacculina int rummataet.

Doareoù pennañ

kemmañ

Stag int ouzh kof ar c'hrank gant un troad a gas ur rouedad gwrizioù e diabarzh an ostiz a-benn tennañ dioutañ o bevañs.

Stummañ a reont ur yoc'h velen viheñvel etre brusk ha kof ar c'hrank. Er bloc'had-mañ emañ o organoù gouennañ ha servijout a ra ivez da c'hodell c'horiñ. Mont a ra da c'hell-mouk pa vez erru prest al larvennoù da ziglorañ.

Efedoù war an ostiz

kemmañ

Gwanaet eo ar c'hranked hag o c'hresk a c'hell gorrekaat pe paouez. Alies e varvont.

Souezhusoc'h eo efed all ar bronnoù-kranked war o ostiz : ar par-krank a ya da barez ha ledanaat a ra e abdomen.

Bevañ a ra ar bronnoù-kranked er meurvor Atlantel, e mor Breizh, e mor an Hanternoz, er mor Baltel hag er mor Kreizdouar.

Spesadoù

kemmañ

Kalz a spesadoù bronnoù-kranked zo. Pep hini anezho zo arvevat ouzh ur spesad kranked roet : Sacculina triangularis a ya war ar c'hrank-saoz da skouer.