Bronnoù-kranked
| |||
---|---|---|---|
Sacculina carcini war Liocarcinus holsatus
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Maxillopoda | ||
Urzhad : | Kentrogonida | ||
Kerentiad : | Sacculinidae | ||
Genad : | Sacculina | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar bronnoù-kranked zo kresteneged bihan arvevat ouzh ar c'hranked. Er genad Sacculina int rummataet.
Doareoù pennañ
kemmañStag int ouzh kof ar c'hrank gant un troad a gas ur rouedad gwrizioù e diabarzh an ostiz a-benn tennañ dioutañ o bevañs.
Stummañ a reont ur yoc'h velen viheñvel etre brusk ha kof ar c'hrank. Er bloc'had-mañ emañ o organoù gouennañ ha servijout a ra ivez da c'hodell c'horiñ. Mont a ra da c'hell-mouk pa vez erru prest al larvennoù da ziglorañ.
Efedoù war an ostiz
kemmañGwanaet eo ar c'hranked hag o c'hresk a c'hell gorrekaat pe paouez. Alies e varvont.
Souezhusoc'h eo efed all ar bronnoù-kranked war o ostiz : ar par-krank a ya da barez ha ledanaat a ra e abdomen.
Annez
kemmañBevañ a ra ar bronnoù-kranked er meurvor Atlantel, e mor Breizh, e mor an Hanternoz, er mor Baltel hag er mor Kreizdouar.
Spesadoù
kemmañKalz a spesadoù bronnoù-kranked zo. Pep hini anezho zo arvevat ouzh ur spesad kranked roet : Sacculina triangularis a ya war ar c'hrank-saoz da skouer.