C'hoar
(Adkaset eus C'hoarezed)
C'hoar un den eo ar bugel a reizh venel o deus bet tad ha mamm an den-se.
En ur ster relijiel e vez graet c'hoar eus an holl verc'hed, evel en droienn ma breudeur ha ma c'hoarezed kristen, ha dreist-holl eus al leanezed.
C'hoar henañ
kemmañEr gevredigezh kozh e tegouezhe d'ar c'hoar henañ, da lavarout eo an hini goshañ, kemer lec'h ar vamm en tiegezh pa chome o zad intañv. Dezhi e veze da sevel ar vugale, ha ma felle d'he zad he mirout da vatezh dezhañ n'he devoa ket gwir da zimeziñ.(Daveoù a vank)
Fent
kemmañDre fent e lavarer eus daou dra ez int c'hoar, da lavarout eo heñvel a-walc'h : Da gasketenn, 'm eus aon, zo c'hoar dam hini (Jules Gros).
C'hoarezed brudet
kemmañSeTU aman un toullad c'hoarezed brudet :
- Mari Bro-Saoz hag Elesbed Iañ, rouanezed Bro-Saoz,
- ar c'hoarezed Brontë
- ar c'hoarezed Goadeg, kanerezed kan ha diskan
Lavaroù ha krennlavaroù
kemmañ- Karantez c'hoar / Breur ne oar.
- Ar brezhoneg hag ar feiz / Zo breur ha c'hoar e Breizh. Lugan katolik ar Bleun Brug.
Livouriezh
kemmañLennegezh
kemmañ- Tri sestry (Три сeстры), An Teir c'hoar, pezh-c'hoari rusek gant Anton Tchec'hov en 1900.
Filmoù
kemmañ- Hannah and Her Sisters, film stadunanat e 1986 gant Woody Allen.