CZ 75
Ar CZ 75 zo ur bistolenn damaotomatek produet abaoe 1975 gant an embregerezh tchek Česká Zbrojovka. Awenet eo he gwikefre gant hini ar Browning Hi-Power. Implijet e vez gant ar polis e Tchekia, Turkia hag e lec'hioù zo e Stadoù-Unanet Amerika. Priziet eo ivez gant an dennerien-sport abalamour dezhi da vezañ resis-tre ha sasun. Ar pistolennoù Tanfoglio TA 95 italian ha Jericho 941 israelat zo awenet ganti.
CZ 75 | |
---|---|
CZ 75 | |
Kinnig | |
Bro | Tchekoslovakia Tchekia |
Mont en-dro | Pistolenn damaotomatek daou-ober |
Munisionoù | 9 mm Parabellum (da gentañ) .40 S&W 9 × 21 mm IMI |
Produer | Česká zbrojovka a.s. |
Mare implij | Abaoe 1975 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 1 kg |
Mas (karget) | 1,180 kg |
Hirder | 206 mm |
Hirder ar c'hanol | 120 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 25 m |
Endalc'h | Karger-fiñv 15 kartouchenn (stumm orin) Kargerioù-fiñv enne etre 10 ha 26 kartouchenn (stummoù all) |
Adstummoù | Gwelet en destenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Gwikefre
kemmañStummoù disheñvel a gaver :[1]
- platinenn daou-ober ha sistem dizarmiñ war ar CZ 75 BD, ar CZ 75 BD compact hag ar CZ 75 P01 (reolius er polis tchek abaoe 2001).
- platinenn daou-ober nemetken, sistem dizarmiñ aotomatek ha morzhol damguzh war ar CZ 75 DAO ha 2075 RAMI.
- platinenn un-ober ha sistem surentez dre zorn war ar CZ 75 SA implijet er sportoù tennañ dreist-holl.
- tenn aotomatek war ar CZ 75 automatic (war-dro 1000 tenn / munutenn).
- gwikefre azasaet d'an dehoùidi koulz ha d'ar gleizidi war ar CZ 85.
Kalibr
kemmañKambret e oa ar CZ 75 e 9 mm Parabellum da gentañ. Ur stumm e .40 S&W a gaver ivez. Endalc'h ar c'harger a zo :
- 15 tenn e 9 mm Parabellum evit ar stummoù kentañ ;
- 16 tenn e 9 mm Parabellum evit ar stummoù nevesañ ;
- 12 tenn e .40 S&W ;
- 10 tenn en armoù gwerzhet e SUA er bloavezhioù 1990 ;
- 18+1 tenn er CZ 75 SP01 Shadow 9 mm Parabellum savet evit an tenn pleustrek hag an TAR (Tennañ gant Armoù Reolius).
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Pajenn ar CZ 75 war lec'hienn ar produer (lennet d'ar 24/01/2024)