Caesarea, pe Caesarea Maritima, pe Caesarea Palaestina, pe Kaezareia[1] a oa ur gêr roman e Palestina en amzer an Impalaeriezh Roman, hiriv en Israel, ma'z eo bet savet kêr Qesarya en he c'hichen.

Dismantroù Caesarea Maritima

Savet e oa bet ar gêr gant an Herodez Veur, etre 25 kent JK ha 13 kent JK, war ur gêr koshoc'h anvet Turris Stratonis, un 30 km er c'hreisteiz de gêr Haifa. Ur porzh a oa bet savet en ul lec'h diaes d'al listri a-raok-se, un templ a oa da Gaesar, ha delwennoù d'an impalaer, c'hoariva ha sirk.

Gresianeg moarvat a oa yezh ar gêr-se en amzer Jezuz Nazaret ha sant Paol, kentoc'h eget latin, a oa yezh an alouberion.

Ar gresianeg a oa yezh ar c'henwerzh, saozneg an amzer-hont e Reter ar Mor Kreizdouar.

Notennoù

kemmañ
  1. Stumm brezhonek roet gant Maodez Glanndour e-barzh Oberoù an Ebestel", pennad 23, Al Liamm.