Catherine Latour, ganet e Pariz e 1948, a zo ur stourmerez sevenadurel.

E 1961 e heulias ur staj aozet gant Kendalc'h evit ar wech kentañ. Hec'h eontr, Jean-Louis Latour, a oa sekretour Kendalc'h d'ar mare-se.

Kemer a reas perzh en aozadurioù sevenadurel Bretoned Pariz war-lerc'h, Korollerien Breiz Izel peurgetket.

Er bloavezhioù 1970 ec'h emouestlas e Kevredad Bretoned Pariz, Kendalc'h ha Skoazell Vreizh. Degemeret e voe da ovizez gant Kengor Drouized, Barzhed hag Ovizien Breizh e 1979. Dilennet e voe ezel eus kuzul-merañ Kendalc'h ar memes bloavezh.

E 1982 ec'h asantas dont da labourat da Di Kendalc'h evel kontourez. Dic'hopret e voe e 1984 en abeg da ziaesterioù arc'hant ar gevredigezh met kendelc'her a reas da labourat a-youl-vat betek 1998. E 2008 e teuas da vezañ sekretourez Kendalc'h. Prezidantez e voe eus 2009 betek 2011.

Kemer a reas perzh er gengevredigezh Kuzul Sevenadurel Breizh e 2006. Anvet e voe da ezel eus bodad-aliañ Kuzul Sevenadurel Breizh bet krouet gant ar C'huzul rannvro e 2009. Dilennet e voe da vesprezidantez. Kemer a reas plas Paul Molac, prezidant, pa roas-eñ e zilez e 2012, betek 2013.

Ezel eo eus kuzul-merañ Kevre.

Resevet he deus Kolier an Erminig e 2010.

Mammennoù

kemmañ

Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.

Liamm diavaez

kemmañ