Charlotte-Aglaé d'Orléans
Charlotte-Aglaé d'Orléans (1700-1761), lesanvet Mademoiselle de Blois, hag anavezet evel Carlotta Aglae di Borbone-Orléans en italianeg, a oa ur briñsez c'hall, merc'h da rejant Bro-C'hall, Philippe d'Orléans (1674-1723) , hag a deuas da vout dugez Modena.
He buhez
kemmañGanet e oa e Pariz e miz Here 1700. Trede merc'h Philippe d'Orléans (1674-1723) ha Françoise Marie de Bourbon (1677-1749), e oa. Ne oa ket ur goantenn, met speredek e oa ha lemm he zeod. Karet e oa gant he zad, hogen savet fall e voe, dre lezober.
En ul lizher ganti, kaset da zug Richelieu, e tamall d'he zad bezañ bet darempredoù gwadorgedek ganti, dezhi da c'houzout digantañ piv e oa ar Mask houarn ; arvar zo diwar-benn gwirionded al lizher-se rak kemend-all a voe kontet diwar-benn he c'hoar Dugez Berry, a vije deuet da vout serc'h, hervez an istorour Jules Michelet, d'ar Rejant evit gouzout ar wirionez diwar-benn ar sekred-se.
E 1717, da 17 vloaz eta, he devoe un darempred gant dug Richelieu, petra bennak ma oa he c'heniterv Mademoiselle de Charolais en sell dazimeziñ dezhañ; kontet eo an istor en eñveronennoù baron Besenval.
E 1719 e voe bac'het an dug gant tad Charlotte dre m'en devoa kemeret perzh en irienn Cellamare: mont a reas-hi d'e welout d'e vac'h ha goulenn digant he zad pardoniñ dezhañ, dezho da zimeziñ. A-benn ar fin e teuas a-benn da lakaat dieubiñ an dug gant ma'z aje-eñ d'an harlu ha ma ne zimezje-hi ket dezhañ.
Ur pennadig e voe kaoz ivez d'he dimeziñ da roue Sardigna, hogen mont a reas an afer da fall. He mamm-gozh Elisabeth Charlotte von der Pfalz (1652-1722) an hini a voe kaoz, rak bet e oa o kontañ da Rouanez Sardigna, he merc'h-kaer, ne veze ket fur emzalc'h an danvez-pried. Ret e voe mont da lec'h all da glask fred eta.
Dimeziñ he bugale
kemmañAet e oa dug Modena, Rinaldo d'Este e-barzh an emglev etre ar Rejant gall ha Bro-Saoz, ha roet e oa bet dezhañ dorn Charlotte-Aglaé evit e vab Francesco III d'Este (1698-1780). E 1720 e voe graet an eured. Ur pikol argouroù he devoe, 1,8 milion a lurioù, savet evit an hanter gant he c'henderv roue, Loeiz XV dindan gulatoriezh ar Rejant.
Nav bugel he doe Charlotte-Aglaé :
- Alphonse (1723-1725), marvet da zaou vloaz ;
- François Constantin (1724-1725), marvet da ur bloaz ;
- Maria Teresa (1726-1754), a zimezas en 1744 da Louis Jean Marie de Bourbon, dug Pentevr (1725-1793) ;
- Ercole Rinaldo (1727-1803) ;
- Mathilde (1729-1803)
- Béatrice (1731-1736), marvet da bemp bloaz ;
- Marie Fortunée (Maria Fortunata) (1734-1803) a zimezas en 1759 da Louis-François de Bourbon, priñs Conti (1734-1814) (hag a zizimezas en 1775) ;
- Benoît Philippe (Benedetto Filippo) (1736-1751), marvet da 15 vloaz ;
- Marie Élisabeth (1741-1774).
Hir e kave Charlotte-Aglaé hec'h amzer e Modena, petra bennak ma teuas dug Richelieu d'he gwelout, hag eñ gwisket evel ur marc'hadour bale-bro. He seizh gwellañ a reas da guitaat an dugelezh, ha divec'hiet e voe an holl ouzh he gwelout o vont kuit. Siwazh dezhi, ne voe ket tomm an degemer el lez c'hall gant ar roue Loeiz XV, pan he redias da vevañ e Pariz, er sioulder, ha pell diouzh e lez.
He marv
kemmañMervel a reas e Pariz, e Palez al Luxembourg e 1761.