Elisabeth Charlotte von der Pfalz, La Palatine

Elisabeth Charlotte, priñsez Pfalz, anavezet ivez en alamaneg evel Liselotte von der Pfalz (1652–1722), hag e galleg evel La Palatine, a oa ur briñsez alaman, eus Pfalz, e lez ar roue gall Loeiz XIV er XVIIvet kantved. Dimezet e oa da Philippe de France (1640-1701), dug Orleañs, lesanvet Monsieur (evel breudeur ar rouaned abaoe Loeiz XIII), breur d'ar roue. Dre-se e veze graet Madame pe dugez Orléans anezhi. En he ziegezh alaman e oa "Liselotte" ha netra ken.

Elisabeth Charlotte von der Pfalz, La Palatine
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhPfalz, Rouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denElisabeth Charlotte von der Pfalz Kemmañ
Anv-bihanElizabeth, Liselotte Kemmañ
Titl noblañsduchess, priñsez Kemmañ
Deiziad ganedigezh27 Mae 1652 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHeidelberg Kemmañ
Deiziad ar marv8 Kzu 1722 Kemmañ
Lec'h ar marvSaint-Cloud Kemmañ
Abeg ar marvkleñved Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadCharles I Louis, Elector Palatine Kemmañ
MammCharlotte von Hessen-Kassel Kemmañ
Breur pe c'hoarLuise von der Pfalz, Karl Ludwig von der Pfalz, Charles II, Elector Palatine Kemmañ
PriedFulup Iañ Orleañs Kemmañ
BugelÉlisabeth Charlotte of Orléans, Philippe d'Orléans, Alexandre-Louis d'Orléans Kemmañ
FamilhTiegezh Wittelsbach Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ
RelijionKalvinouriezh, Katoligiezh Kemmañ
Present in workA Little Chaos Kemmañ
Deskrivet dreElizabeth Charlotte, Duchess of Orleans (1652-1722) Kemmañ
Liselotte von der Pfalz
Madame o kinnig Dilenner Saks d'ar roue gall Loeiz XIV.
Ardamezioù
Anekdoten vom Französischen Hofe, 1789.

He buhez kemmañ

Elisabeth Charlotte von der Pfalz a oa ganet d'ar 27 a viz Mae 1652 e kastell Heidelberg, a voe devet gant an arme c'hall 18 vloaz goude e-kerzh arigrap Pfalz. Merc'h e oa da g-Karl Iañ Ludwig von der Pfalz (1617-1680) ha da Charlotte von Hessen-Kassel (1627-1686). He zud, dimezet en 1650, a zizimezas e 1657.

He skridoù kemmañ

Brudet eo he lizhiri en alamaneg hag a voe troet hag embannet e galleg goude he marv.

He dimeziñ kemmañ

Dimezet e voe d'an 19 a viz Du 1671 e Châlons-en-Champagne da Fulup Iañ Orleañs (1640-1701), breur d'ar roue gall Loeiz XIV.
Troet e oa he gwaz gant ar baotred, met dont a reas a-benn d'ober tri bugel dezhi.

Skrivet he deus miliadoù a lizheroù (60 000 hervez an istorourien[1]), da gerent ha mignoned deuet da vout brudet abalamour d'an doare ma komze, ha ma wallgomze, eus hec'h amezeien.

He bugale kemmañ

Mervel a reas d'an 8 a viz Kerzu 1722 e Saint-Cloud, e Bro-C'hall.

Levrlennadur kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Daniel des Brosses, La Palatine : l'incorrigible épistolière aux 60 000 lettres, Paris, AkR, coll. « L'histoire en regard », 2004. ISBN 2-913451-20-9.