Chouain

kumun Bro-C'hall

Kumunioù Bro-C’hall
Anv Chouain
Skoed
Lec'hiadur Chouain e Kanton Balleroy hag en Arondisamant Bayeux
Riez Bro-C'hall Bro-C'hall
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Bro hengounel
Arondisamant Bayeux
Etrekumuniezh Communauté de communes de Bayeux Intercom
Kanton Balleroy
Kod INSEE 14159
Kod post 14250
Maer Jean-Charles Dassonville
Amzer-gefridi 2008-2014
Gorread 3,15 km²
Led 49° 12' 41" Norzh
Hed 00° 37' 59" Kornôg
Uhelder kreiz .. m
Uhelder bihanañ 37 m
Uhelder brasañ 86 m
Poblañs hep kontoù doubl 208 (2010)
Stankter 68 a./km²
Lec'hienn ar gumun

Chouain a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.

XXvet kantved

kemmañ

Eil brezel-bed, Emgann Normandi, 1944:

  • lazhet e voe tud nann-soudard e Chouain d'ar 7 a viz Even 1944 gant ur vombezadeg e-pad Aloubadeg Normandi[1],[2];
  • dieubet e voe Chouain d'an 8 a viz Even gant tankoù Sherman an 8th Armoured Brigade hag ar 151st Brigade eus tirlu ar Rouantelezh-Unanet; stourm ar rejont ouzh ur rejimant alaman eus ar 352. Infanterie-Division. Antronoz e voe adkemeret gant kirri hobregonet ar Rannlu Panzer Lehr ha dieubet en-dro gant an 8th Armoured Brigade[3].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Varzhin[4] bet savet en doare romanek; chom a ra lodennoù eus an XIIIvet kantved, adkempennet eo bet meur a wezh; ouzhpennet e voe ur chapel aotrouniezhel en XVIIIvet kantved gant tiegezh Hermérel gant bezioù enni[5].
  • Kastell Belval, bet e piaou tiegezh Hermérel[6].
  • Un ti kozh nobl e-tal an iliz[7].
  • Bered ar C'hommonwealth: Jerusalem War Cemetery
Bro Niver a soudarded
  Rouantelezh-Unanet 46 (unan anezhe chomet dianv)
  Tchekoslovakia 1
Hollad 47

Ur vered eus an Eil brezel-bed eo. Digoret e voe e penn kentañ miz Even 1944 evit beziañ ar soudarded marvet en emgannoù start p'edo an Alamaned o klask adtapout Bayeux e-pad Emgann Normandi[8],[9],[10].

  • Peulvanig e Jerusalem Crossroads e koun marv c'hwec'h soudard breizhveurat ha pemp den nann-soudard, ar re-mañ a voe lazhet gant ur vombezadeg gant ar Re Gevredet en Douet e Chouain d'ar 7 a viz Even 1944[3].

Douaroniezh

kemmañ
  • Treuzet eo ar gumun gant ar stêr Seulles.

Emdroadur ar boblañs 1962-2010

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. daou hervez ar CNRS Mémorial des victimes civiles en Normandie
  2. pemp hervez al lec'hienn Normandie 44 - La Mémoire Normandie 44 - La Mémoire
  3. 3,0 ha3,1 Normandie 44 - La Mémoire
  4. Clochers de France
  5. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajennoù 388-391
  6. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajenn 392
  7. Arcisse de Caumont, Statistique monumentale du Calvados, Arrondissements de Vire et de Bayeux, Embannadurioù Hardel, Caen, 1857, Levrenn 3, pajenn 392
  8. In Memories, luc'hskeudennoù
  9. Commonwealth War Graves Commission
  10. Normandie 44 - la Mémoire