Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Clare Daly (Newbridge, Cl Dara, 16 a viz Ebrel 1968) zo ur bolitikerez Iwerzhonat.

Clare Daly
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIwerzhon Kemmañ
Anv-bihanClare Kemmañ
Anv-familhDaly Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 Ebr 1968 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNewbridge Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, peace activist, propagandist Kemmañ
KargTeachta Dála, Teachta Dála, Teachta Dála, Member of the European Parliament Kemmañ
Bet war ar studi eDublin City University Kemmañ
Strollad politikelLabour Party, Independents 4 Change, Socialist Party, United Left (Ireland) Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.claredaly.ie Kemmañ

Bet eo ezel eus Parlamant Europa (MEP, Member of the European Parliament e saozneg) evit dileuriañ Iwerzhon, abaoe miz Gouere 2019. E-barzh ar strollad Independents 4 Change, ezel eus an Gleizourien e Parlamant Europa (GUE/NGL).

Brudet eo e media ar bed evit embann savboentoù reut, soñjoù didroidell, hag a-zivout Palestina. Digoret he doa he beg ivez o sevel a-du gant Bashar al-Assad evit Siria, hag a-du gant Vladimir Poutin, ha lavaret emañ a-enep an impalaerouriezh stadunanat, kornôgat.

Er bloaz 1980 e oa ezel eus al Labour Party pa oa krennardez, koulskoude e voe skarzhet en abeg ma oa Trotskiourez oc’h ober eno taktik ar marc’h-troian. Diazezourez hag ezel oberiant eo bet evit sevel ar Militant Labour, bet anvet ar Socialist Party diwezhatoc’h.

Dilennet e voe e 1999 er Fingal County Council, ma chomas da labourat e-pad 12 vloaz. Dilennet e voe er Socialist Party evit pastez-vro norzh Dulenn en dilennadegoù hollek e 2011.

Abaoe 2012 he doa labouret a-dost gant ar politiker iwerzhonat dizalc'hour Mick Wallace, goude ma oa bet kondaonet hemañ evit fuadur an telloù. Adtermenet he doa he zuadur politikel gant an United Left Alliance. Emellet he doa e 2015 en Independents 4 Change, ha dilennet e voe da MEP.

Evezh zo bet lakaet warni evit he savboentoù heverk a-zivout politikerezhioù bedel, evit a denn da Sina ha da Rusia. Rendaeloù zo bet, ha burutellet kriz eo bet evit-se.

He zad a oa koronal en arme Iwerzhon, er post rener ar servij titouriñ. Dizoue hag a-gleiz e lavar Clare Daly bezañ, daoust d'he breudeur bezañ beleien gatolik. Studioù war ar gontouriezh he doa graet e Dulenn. Dilennet e oa bet war rolloù sindikadoù studierien, o stourm dija evit gwir ar merc’hed da ziforc’hañ. Ostizez karr-nij eo bet gant Aer Lingus, hag e Dublin Airport.

Ur mizvezh he devoa tremenet en toull-bac’h e 2003 abalamour d’ur stourm anvet an Anti-Bin Tax Campaign.

Kabalet he doa evit ur plas e Dáil Éireann e 1997, o tastum 7,2% eus ar mouezhioù. E 2002 e tastumas 5 501 vouezh, hag e 2007 e tapas 9% a vouezhioù.

Liammoù diavaez

kemmañ