Cowboy Action Shooting

Ar Cowboy Action Shooting (berraet e CAS), anvet a-wechoù Western Action Shooting pe Single Action Shooting, zo ur sport tennañ krouet e Stadoù-Unanet Amerika tro-dro da aergelc'h ar filmoù western ha Norzhamerika en XIXvet kantved.

Ur c'henstriver o tennañ gant ur garabinenn. A-gleiz emañ ar Range Officer, un tredeog karget da vuzuliañ amzer e brantad tennañ.

E 1979 e voe ijinet ar CAS gant tennerien IPSC goude bezañ sellet ouzh ar film western The Wild Bunch (1969). Dont a reas ar soñj dezhe kas abadennoù tost ouzh an tenn pleustrek, met en ur implijout revolverioù kozh Colt SAA e plas o fistolennoù Colt M1911 boas. Tamm-ha-tamm e krogas an abadennoù a seurt-se da dapout brud, ha divizout a reas an dennerien skrivañ reolennoù gwir evit ar sport nevez[1]. E 1987 e voe savet ur c'hevredad etrebroadel anvet SASS (Single Action Shooting Society)[2]. Ouzhpenn 100.000 tenner a ra CAS hiziv-an-deiz er bed a-bezh[3].

Deskrivadur

kemmañ
 
Sibloù metal war ur stand tennañ CAS. Ar re c'hlas a zo evit ar revolverioù, hag ar re ruz pelloc'h a zo evit an armoù-skoaz.

Rediet eo ar berzhidi da implijout armoù-tan ijinet a-raok 1899, pe e vefent armoù orin pe kopiennoù. En amprouadennoù e ra pep tenner gant :

Tost a-walc'h d'an dennerien emañ ar sibloù a ranker tizhout ar buanañ ar gwellañ. Pep tenner a rank bezañ gwisket doare Old West, da lavaret eo mod western, ha choaz ul lesanv padus stag ouzh an tem-mañ. Ar pouez a vez lakaet er reolennoù war an darempredoù mat etre an dud, ar vignoniezh hag ar sikour etre ar berzhidi[1].

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) CHARLANNES Alain, À la découverte du Cowboy Action Shooting, Cibles n°644, miz C'hwevrer 2024, pp. 68-73
  2. (en) What is SASS? war lec'hienn ar SASS (lennet d'ar 25/09/2024)
  3. (fr) JEPPESEN Alain, Le « CAS » Cowboy Action Shooting : les origines, UFA, 02/04/2022 (lennet d'ar 25/09/2024)
  4. (fr) JEPPESEN Alain, Le « CAS » Cowboy Action Shooting : les armes, UFA, 02/04/2022 (lennet d'ar 25/09/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan