Krepidula boutin

(Adkaset eus Crepidula fornicata)
Krepidula boutin

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Calyptraeidae
Genad : Crepidula
Anv skiantel
Crepidula fornicata
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar grepidulaenn voutin, pe ar stagistrenn[1], (Crepidula fornicata) a zo ur blotvil gasteropod.

Doareoù pennañ

kemmañ

War-dro 6 cm eo he hirder ha 2.5 cm he ledander. Gwenn pe melen eo he c'hrogenn hirgelc'hiek.

Bevañ a ra ar c'hrepidula stag ouzh kregin pe reier, alies-mat an eil war eben. Pa deu ur par da begañ ouzh ur barez stag ouzh un diaz bennak ec'h a d'e dro da barez. Rak-se eo par ar grepidulaenn e penn ur bern krepidula ha parezed an holl re all.

Bevañ a reont er meurvor Atlantel, e mor Breizh, e mor an Hanternoz hag er mor Kreizdouar. A-orin int eus Norzhamerika ha degaset e voent da Europa dre zegouezh e fin an XIXvet kantved ma'z int deuet da vezañ ur spesad aloubus.

  1. Dictionnaire étymologique du breton, Albert Deshayes, 2003, Le Chasse-Marée, Douarnenez, p. 688, ISBN 978-2-9142-0825-3