Dider

anv paotr
(Adkaset eus Didier)

Un anv-badez brezhonek eo Dider. Anv ur sant breizhat eo ivez.

Gerdarzh

kemmañ

Dont a ra eus al latin "Didius".

Ar sant breizhat

kemmañ

Ganet e oa Dider e Roazhon er VIIvet kantved, hag eno e voe beleget. Anvet e voe da eskob gant ar gristenien. Mont a reas da birc'hirinañ da Roma. Distreiñ a reas dre Alamagn. Muntret e voe p'edo o treuziñ ar Vojoù, a-gevret gant pirc'hirined all. Kement-se a c'hoarvezas, a-hervez, d'un 18 a viz Gwengolo, hag en deiz-se e vez goueliet ar sant.

Sent all

kemmañ
  • Dider Langres, eskob Langres, marvet en 407
  • Dider Autun, manac'h, marvet en 579
  • Dider Vienna, eskob Vienna, marvet en 608
  • Dider Auxerre, eskob Auxerre, marvet en 621
  • Dider Cahors, eskob Cahors, marvet en 654

Tud all

kemmañ

E yezhoù all

kemmañ

Kavet e vez ivez e yezhoù all dindan meur a stumm all :

Anv-lec'h

kemmañ

An anv -se eo a gaver en anv-lec'h Plouider, tud ar barrez a vez graet Plouiz-Dider anezho.