Diu vi salvi Regina
An Diu vi salvi Regina eo kan broadel Korsika. Krouet e oa bet e 1676 en Italia gant ar beleg italian Francesco di Geronimo (1642-1716). Dont a ra an Diu vi salvi Regina eus ar Salve Regina, skrivet e latin e 1097 gant an eskob gall Adhemar di Monteil (~1055-1098).
Diu vi salvi Regina | |
---|---|
Kan broadel | |
Riez | Bro-C'hall |
Bro | Korsika |
Aozer | Adhemar di Monteil (1097) |
Azaser | Francesco de Geronimo (1676) |
Degemeret | 30 a viz Genver 1735 |
Tonegezh | Sol leiañ |
Dibabet e oa bet an Diu vi salvi Regina da gan broadel Korsika e-kerzh ur c'huzul e pieva Orezza d'an 30 a viz Genver 1735. Er c'huzul-se e oa bet distaget broad Korsika diouzh Republik Genova, embannet e oa bet he dizalc'hiezh ha kemeret he deus he flas dindan gwarez ar Werc'hez Vari.
Daou gemm a vez graet e pozioù ar ganaouenn orin : tribolati zo bet lakaet e-lec'h disperati, ha nemici nostri e-lec'h nemici vostri.
Korseg | Brezhoneg |
---|---|
Diu vi salvi Regina |
Bezit diwallet gant Doue, Rouanez |