Dongchiangeg
yezh
Ur yezh altaek eus ar skourr ar yezhoù mongourek eo an dongchiangeg (diwar ar sinaeg dongxiang pe santa diwar o anv evite o-unan), komzet gant tro-dro da Proviñs Mervent Gansu 373.872 den e Sina (1990).
Dongchiangeg (Santa) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Sina |
Rannved : | Gansu, Xinjiang |
Komzet gant : | 373 872 (1990) |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù altaek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | |
ISO 639-2 | tut |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | SCE |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Teir rannyezh ez eus, tost a-walc'h an eil d'eben dre vras:
- Suonanbaeg (suonanba): talvezout a ra da yezh unvan
- Wangdjiadjieg (wangjiaji)
- Seudjiadjieg (sijiaji)
Dont a ra an dud da gompren ar bonange ivez tamm-pe-damm. Levezonet-don eo bet gant ar sinaeg pa deu 30% eus ar geriou eus ar yezh-se war-eeun. N'eus kensonerezh vogalennek ebet.
Implijet e vez ar sinaeg evel yezh dre skrid.
Gwelet ivez
kemmañPorched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |