Eüterpe a oa unan eus an nav Muzez, anvet ivez Merc'hed an Awen, e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Zeus ha Mnemosyne.

Euterpe, Johann Heinrich Tischbein.

An anv

kemmañ

Εὐτέρπη / Eütérpê eo an anv e gregach, ha talvezout a ra «a oar plijout», eus ar ger εὖ / , «mat» ha τέρπω / térpô, «plijout».

Doueez

kemmañ

Doueez ar Sonerezh e oa. Ur fleüt a veze ganti, an aulos, bet ijinet ganti. Diwezhatoc'h e plijas da livourien zo reiñ dezhi binvioù all, paper sonerezh. Ur gurunennad vleunioù a veze war he fenn pa veze da-heul an doue Dionysos.

War bez Frédéric Chopin, e bered ar Père-Lachaise e Pariz, he gweler o ouelañ.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.