Muzezed
(Adkaset eus Muzez)
Ar Muzezed[1], pe Muzed[2],[3] (Μοῦσαι / Moûsai e gregach), pe c'hoazh "Merc'hed an Awen"(Daveoù a vank), a oa merc'hed Zeus ha Mnemosyne hervez Theogonia ar barzh Hesiodos(53-57 ha 915-917).
An 9 Muzenn
kemmañRen a reont war an arzoù, bez' ez int:
- Erato, plac'h ar varzhoniezh lourennek hag ar c'hlemmgan;
- Euterpe, plac'h ar sonerezh;
- Kalliope, plac'h an helavarded hag ar varzhoniezh veurganel;
- Kleio, plac'h an Istor;
- Melpomene, plac'h an drajedienn;
- Ourania, plac'h ar stered hag ar steredoniezh;
- Polyhymnia, plac'h an arz lourennek hag ar retorik;
- Terpsic'hore, plac'h an dañs;
- Thaleia, plac'h ar gomedienn.
An Teir Muzenn a Voiotia
kemmañEr penn kentañ avat, hervez Pausanias, ne oant nemet teir:
O-zeir int skeudenn ar pezh a zo ezhomm en arz ar barzhoniañ.
Hervez Cicero e oant peder:
- Thelksinoe, pe Thelksiope;
- Aoide;
- Arc'he;
- Melete.
Daou annez a oa dezho, hervez ar mojennoù:
- unan e menez Parnassos,
- unan all e menez Helikon.
Bugale ar Muzezed
kemmañBugale o dije bet :
Skeudennoù ar Muzezed
kemmañEn oberennoù arzel e vez aes anavezout anezho pa vezont o-nav, ha gant an doue Apollon. Met gant o binvioù boas e c'haller o anavezout ivez pa vezont o-unan:
- Erato: taboulin, lourenn, biol, alarc'h;
- Euterpe: fleüt simpl pe doubl hag ur benveg sonerezh all (trompilh);
- Kalliope: kurunenn lore, levr, tablezenn ha goustilh, trompilh;
- Kleio: kurunenn lore, alarc'h, levr pe roll, taolennig-koad pe beg-skrivañ;
- Melpomene: korn, kurunenn, kleze, maskl reuzc'hoari, heizh ouzh he zreid;
- Ourania: kelc’hier, kurunenn stered, kompas, boul;
- Polymnia: benveg sonerezh (un orglezig alies);
- Terpsic'hora: benveg sonerezh dre gerdin (biol, lourenn da skouer);
- Thaleia: benveg sonerezh (biol alies), maskl fentc’hoari, roll.
Levrioù
kemmañ- I. Aghion, C. Barbillon, F. Lissarrague, Héros et Dieux de l'antiquité, Flammarion, Paris, 1994.
Liamm diavaez
kemmañO foltredoù
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Geriadur Vallée, 1931, p. 487b.
- ↑ Geriadur Hemon-Huon, 1993
- ↑ Geriadur Al Liamm p. 588.