../..IIIe milved kt JKEil milved kt JKI milved kt JK../..
XXvet kantved kt JKXIXvet kantved kt JKXVIIIvet kantved kt JKXVIIvet kantved kt JKXVIvet kantved kt JKXVvet kantved kt JKXIVvet kantved kt JKXIIIvet kantved kt JKXIIvet kantved kt JKXIvet kantved kt JKXvet kantved kt JK
Roll ar milvedoùRoll ar C'hantvedoù

Kregiñ a ra an Eil milved kent JK e -2000 hag echuiñ a ra e -1001.

Darvoudoù

kemmañ

Afrika

kemmañ

Amerika

kemmañ
  • E Mezoamerika, deroù an hoalad stummañ merket gant diorroidigezh ar sevenadurezhioù kêr kentañ.
    • Sevenadurezh olmek (- 2 000 betek - 500), ar goshañ e Mezoamerika. Bevañ a ra an Olmeked e kornôg gourenez ar Yucatán e janglenn drovanel an diazadoù geuniek el lec’h emañ bremañ Stadoù mec’hikat Veracruz ha Tabasco. En em astenn a ra tamm-ha-tamm o levezon betek uhelgompezennoù Mec'hiko, traoñienn Mec'hiko, a vez graet Anáhuac anezhi, Oaxaca ha, pelloc’h war-du ar c'hornôg, betek Guerrero.
    • Sevenadurezh vaya.
  • E Norzhamerika :
    • Kregiñ a ra ar meuriadoù chaseourien-dastumerien da vont war al labour-douar.
    • Raksevenadur inuit eus Sibiria betek Greunland. Hengoun an ostilherezh bihan arktek (- 2 000 betek - 800) : mirkolitoù sileks evit troc’hañ ha kizellañ an eskern, treantoù, saezhoù, kontilli, begoù biroù. Diwezhatoc’h e vo implijet ostilhoù sklent hag askorn, prierezh ha kleuzeurioù gant gwennoù balum. Kantreourien zo eus an Inuited kentañ-mañ. Hemolc’hiñ a reont jiboezoù bihan ha laboused. Pesketa a reont. Teltennoù krec’hin a vez implijet ganto moarvat.

Iskevandir India

kemmañ
  • War-dro ar XVvet kantved kt JK, e krog ar pobloù arian deuet eus ar gwalarn da aloubiñ hanternoz India. En em veskañ a reont gant ar pobloù all hag argas a reont ar pobloù dravidian etrezek ar su.
  • Oadvezh ar metal e Tibet (eil milved - VIvet kantved goude JK). Meurvein, bezioù ha traezoù loenel heñvel a-walc’h ouzh arz ar stepennoù.
  • E-tro an hevelep mare, e Sina (well-wazh 2000 - 1600 kt JK) e tiorren sevenadur Logshan war aod ar reter. Heverk eo dre ar c’hêrioù anezhi gronnet gant ur vogeriad difenn graet gant douar kalamac’het. Hañvalout a ra ar gevredigezh bezañ renet gant un urzhaz sklaer, pouezus eo al lidoù relijiel enni..

Reter nesañ

kemmañ
  • Aloubadegoù indezeuropek an (Arianed), war uhelmgompezenn Iran.

Palestina

kemmañ
  • E-pad lodenn gentañ an eil milved kent JK en em stailh e Palestina hag en Egipt ur strollad kentañ a bobladoù semitek (hendadoù pobl ar yuzevien) genidik eus Mezopotamia. Kemer a reont ar galloud e rann reterañ delta an Nil. Anv anezho a gaver war tablezennoù egiptek evel pobladoù kantreourien preizherien.
    • Er XIVvet hag en XIIIvet kantved kt JK en em stailh ar strollad kentañ-mañ en Egipt. Eno e vo ganet ar relijion undoueek kentañ, ar Yuzevegezh, diskuliet gant Moizez.
    • War-dro dibenn an XIIIvet kantved kt JK ec’h adkav ar strollad Semitek kentañ distro eus Egipt ur strollad all deuet eus Mezopotamia Uhelañ. Degemer a ra an eil strollad-mañ ar relijion diskuliet, ar yuzevegezh d'e dro. En em staliañ a reont a-gevret er Sisjordania a-vremañ, anezhi ur vro poblet dister. Alese en em ledo o sevenadur hag en em glevout a raint gant pobladoù semitek all diazezet e Galilea hag e Treuzjordania.
  • E-tro 1200 kent JK eo mestr an Hebraed war holl geodedoù ar vro war-bouez Ourousalim (Jeruzalem), dalc’het c’hoazh gant ar Yebousined (Bro gKanaan).
  • 1175 kt JK : aloubet eo takad arvorel Gaza gant ar Filistined (pe Pobloù ar mor), genidik eus mor Aegea, anezho ur bobl c’hresian startijenn enni hag aozet en-dro da geodedoù. Diouto e teu an anv Palestina.

Kornôg Europa

kemmañ
  • Sevenadurezh El Argar e Spagn (-2000,-1200). Ibered, Euskariz.
    • El Argar e Spagn zo anezhañ unan eus lec’hiadoù kentañ an arem koshañ ma bleustred war metalouriezh an aour an arc'hant hag ar c’houevr a-raok diorroidigezh an arem. An armoù zo anezho goustilhoù a ya war hiraat evit dont da vezañ gouglezeoù hag halabardennoù a oa priziet-kaer da vare an arem koshañ. Testeniekaet eo an darempredoù etre reter ar mor Kreizdouar (Aegea hag Egipt) hag arvor an Atlantel.
    • Gras da ziorroidigezh ar vetalouriezh en El Argar e teu war wel un aozadur nevez evit a labour. Treboulet eo an aozadur kevredigezhel hag ar stuzioù kañv. Implijet e vez bezioù hiniennel (e jarloù evel en Anatolia) e-lec’h an «tholos»où stroll bras. Da get ez a an doueezed-mamm.

Kreiz ha reter Europa

kemmañ

Ijinadennoù, Kavadennoù, Degasadennoù

kemmañ
  • Kavet e vez war pezhioù poderezh Jōmon eus enezeg Japan roud ul levezon deuet eus ar c’hevandir, dreist-holl e biz an enezeg. Hañvalout a ra stummoù zo dreveziñ listri arem sinaat an hevelep koulz.
  • Gounezet an ignam, ar patatez dous ha, marteze, ar maniok e Mezoamerika (Cuello de Belize).