Enez Sezon
Sezon pe Enez Sezon (distaget Sezoun, Chezoun, Chehoun er vro) zo un enezenn didud e kumun Landeda, e genoù an Aber-Ac'h. Warni ez eus ur c’hreñvlec'h a oa bet savet gant Vauban e 1694. En amzer-se e veze graet kalzik a genwerzh dre borzh bihan an Aber-Ac’h. Evit difenn ar porzh e oa bet divizet gant Vauban ober labourioù a voe kaset da benn buan etre 1694 ha 1695. Kabitendi an Aber-Ac’h a voe staliet er c’hreñvlec’h, gant un toullad soudarded ha kanolioù. Betek an XIXvet kantved e voe pouezus ar c’hreñvlec’h evit difenn al lodenn-se eus an aod. Dilezet e voe e 1889. Adimplijet e voe e-pad an Eil brezel-bed, gant an Alamaned, a savas bunker-ioù war mogerioù ar c’hreñvlec’h. A-hervez e oa ur c’hreñvlec’h war an enezenn en Henamzer dija, da vare ar Gelted.
Liammoù diavaez kemmañ
- « Fort Cézon à la fin du XVIIIème siècle » war Wiki Brest
- Dossiers de l’inventaire du patrimoine Ile Cézon, Landéda, Fort
- Association Cézon (fr)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |