FN 303
An FN 303 zo ur fuzuilh dre aer gwasket produet gant an embregerezh armoù-tan belgiat FN Herstal abaoe 2003. Un arm izel e varvusted eo hervez e saver[1]. Soñjet eo bet evit bezañ implijet gant ar polis. Tennañ a ra bannadelloù damsferek disheñvel o danvez hervez o implij (pleustriñ, merkañ dilhad tud gant livaj en ur mod padus pe get, mirout un den da c'hellet fiñval)[2]. Implijet e vez gant nerzhioù polis broioù a bep seurt evel Belgia[3], Portugal, Turkia, Bulgaria, pe Arc'hantina. Un nebeud armeoù a ra ganti ivez, en o zouez hini Stadoù-Unanet Amerika[4].
FN 303 | |
---|---|
Ur fuzuilh FN 303 | |
Kinnig | |
Bro | Belgia |
Mont en-dro | Fuzuilh dre aer gwasket |
Kalibr | 17,3 mm |
Munision | Boledoù damsferek savet e latex pe e glikol |
Produer | FN Herstal |
Mare produiñ | Abaoe 2003 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas | 2,3 kg |
Hirder | 740 mm |
Hirder ar c'hanol | 250 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 70 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 85 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv taboulin 15 bannadell |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) FN 303 war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (en) FN 303 Projectiles war lec'hienn an FN Herstal (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (fr) GROSJEAN Gaspard, Nos polices s'équipent du FN-303, l'arme qui ne tue pas (diellet), La Meuse, 26/06/2013 (lennet d'an 20/09/2024)
- ↑ (en) MARLOWE Tom, Peacekeeping and Policing, Special Operations Technology (diellet), 2008 (lennet d'an 22/09/2024)