Fakoker an dezerzh
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Artiodactyla | ||
Kerentiad : | Suidae | ||
Genad : | Phacochoerus | ||
Anv skiantel | |||
Phacochoerus aethiopicus Pallas, 1766 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Fakoker an dezerzh (Phacochoerus aethiopicus) a zo ur bronneg eus kerentiad an hoc'heged.
Bevañ a ra e reter Afrika (Somalia, Kenya hag Etiopia). An isspesad a veve e Suafrika a zo aet da get.
Doareoù pennañ
kemmañWar-dro 1 m eo e hirder ha gell teñval pe deñvaloc'h e gorf goloet amañ-ahont gant reun. Brasoc'h eo ar par eget ar barez. Brasoc'h eo ar gwenaennoù e divjod ar par ivez. Koulz ar par hag ar barez a zo dezho ur moue hag a red a-hed o c'hilpenn.
Ar re vihan a denn d'al loened gour nemet n'o deus stilhon ebet ha munut eo o gwenaennoù. Ar stilhonoù (dent-lagad hir anezho) a zeu war-wel pa dizhont o oad gour.
Lec'h annez
kemmañBevañ a ra er savanennoù hag el lec'hioù krin. Gwelloc'h eo e c'halloudegezh da dalañ ouzh ar sec'hor eget hini ar fakoker boutin.
Gouennañ
kemmañDa vare ar gouennañ e troazh ingal ar barez (10 gwech muioc'h eget ar par). C'hwezh an troazh a vez klevet eus pell gant ar par hag a c'hell gouzout evel-se e peseurt stad emañ ar barez a-fet gouennañ.
An aliesañ e klot mare ar gouennañ gant fin ar c'houlz-amzer gleb (war-dro miz Ebrel) ha ganet e vez ar re vihan (2 pe 3 bep bloaz) etre miz Eost ha miz Kerzu. D'an oad a deir sizhun ec'h a kuit an hini bihan eus an douarenn evit en em vagañ diwar geot met dizonet e vez da vat da 6 miz hepken.
Fakoker an dezerzh a dizhfe e oad gour un tammig abretoc'h eget ar fakoker boutin, kent 18 miz eta.
Emzalc'h
kemmañToullañ a ra un douarenn, pe laerezh unan (diwar-goust loened all evel an hoc'h-douar), a servij da ziwall diouzh ar preizhataerien. P'emañ e dañjer ec'h a enni, e lost da gentañ, hag e talc'h penn ouzh an enebour gant e stilhonoù.
Implijout a ra betek 10 douarenn zisheñvel war e diriad (war-dro 3 km²) ha gwiriañ dalc'hmat ez eus unan nepell m'emañ en arvar.
Ar parezed hag o re vihan a vev a-stroll, gant pared a-wechoù, hag ec'h eont da heul ar barez vrasañ ha koshañ.
Ul loen oberiant diouzh an deiz eo. En deizioù tomm e tremen an darn vrasañ eus e amzer en disheol. Pe vez freskoc'h e vez o peuriñ pe o turiañ a-benn diskoachañ gwrizioù ha torzhelloù.
Boued
kemmañGeotdebrer eo fakoker an dezerzh hag en abeg d'e endro kriz n'eo ket ken figus hag ar fakoker boutin. En em vagañ a ra diwar geot, brousgwez hag, a-wechoù, frouezh hag amprevaned. Turiañ a ra an douar gant e stilhonoù hag e voj evit kavout torzhelloù, korzennoù-gwrizienn ha bulb.
Preizhata
kemmañE breizhataerien pennañ eo al leon, al loupard, ar c'hazh-ki hag ar bleiz-broc'h.