Fanaloka
| |||
---|---|---|---|
F. fossana
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Eupleridae | ||
Iskerentiad : | Euplerinae | ||
Genad : | Fossa | ||
Anv skiantel | |||
Fossa fossana (Müller, 1776) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar fanaloka (Fossa fossana) a zo ur c'higdebrer eus kerentiad an Eupleridae hag a vev e Madagaskar.
N'ouzer ket hag-eñ emañ ar fanaloka en arvar da vont da get. Ral eo avat ha war listenn ruz an IUCN emañ.
Doareoù pennañ
kemmañUr bronneg bihan eo, 47 cm hirder e gorf astennet gant ul lost 20 cm ; war-dro 2,5 kg a pouez a vez ennañ.
Tennañ a ra aloen d'ul louarn bihan. Gell-gris eo e vlev, gant roudennoù du a ya eus e lost betek e benn. Gwalennoù du zo tro-dro d'e lost. Berr ha moan-tre eo e bavioù met n'ouzer ket hag en deus skilfoù kuzh pe get.
Gouennañ a ra etre miz Eost ha miz Gwengolo, ha genel a ra ar parezed ur c'holen goude un dougen tri miz.
Annez
kemmañKavout a reer ar fanaloka e koadegoù klouar Madagaskar. Un aneval-noz eo met n'ouzer ket hag-eñ e vev en -unan pe a-goubladoù.
Boued
kemmañDebriñ a ra bronneged bihan, amprevaned ha vioù.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) ITIS