Ferdinand du Puigaudeau
Ferdinand du Puigaudeau, bet ganet en Naoned d’ar 4 a viz Ebrel 1864, ha marvet er Groazig d’an 19 a viz Gwengolo 1930, a oa un livour breizhat.
Tad eo bet d'an dudoniourez Odette du Puigaudeau.
Buhez
kemmañGanet e oa bet en ur familh paramantourien ha perc’henned douar, mab da Émile du Puigaudeau ha Clotilde Van Bredenbeck de Chateaubriant, pinvidikaet a-drugarez da genwerzh an trevadennoù gall ha rivinet diwezhatoc’h. Studioù klasel a reas en Naoned. Da c’houde e veajas dre Italia ha dre Dunizia evit gwellaat e zonezonoù arzel.
E Pont-Aven e kejas ouzh Paul Gauguin, Émile Bernard, Charles Laval (1861-1894) e 1886. Mod pe vod e voe levezonet gant lusk « Skol Pont-Aven », zoken ma ne voe krouet al lusk-mañ daou vloaz diwezhatoc’h nemetken.
Koulskoude ne vez ket sellet outañ evel ezel eus Skol Pont-Aven. Mirout a reas e hentad dezhañ e-unan ha chom a reas ul livour goude- impresionour, ul lusk lies goude an impresionouriezh a zo maread al livaduenn (dreist pep tra) adalek dibenn ar bloavezhioù 1880 betek ar bloavezhioù 1910 dre feur.
Al lusk-mañ a vode izili disheñvel a-walc'h an eil re diouzh ar re all evel Édouard Manet, Henri Rousseau, hag all, pezh a rae anezhañ ul lusk dizunvan.
E Belgia e 1889 e skoulmas Ferdinand du Puigaudeau darempredoù gant strollad « An Ugent » (Groupe des XX), James Ensor (1860-1949), Guillaume Vogels (1836-1896) ha Jan Toorop (1858-1928) en o zouez. Kejañ a reas ivez ouzh ar c'hizellour ha livour gwirvoudelour Constantin Meunier(1831-1905).
Un oberenn gentañ a ziskouezas e Saloñs Kevredigezh Broadel an Arzoù-Kaer (Salon de la Société Nationale des Beaux-Arts) e PAriz e 1890.
Er penn-kentañ e live taolennoù awenet gant ar vuhez pemdeziek, ar vuhez hengounel, gant darvoudoù dister.
Lesanvet e oa Picolo ("Lonker") gant e vignoned. Plijout a rae ar mareoù e kreiz an noz dezhañ hag aergelc'hioù an abardaez pa ya an heol da guzh. Dont a reas da vezañ brudet-tre. E 1903 e rae ar gazetenn New-York Herald anezhañ « livour ar festoù, ar festoù-noz dreist-holl, an tanioù-arvest, ar fuzeennoù, an heol, ar maezioù sart ha laouen ».
E 1904 e tremenas un nebeud amzer e Venezia, ma livas 50 taolenn.
Koulskoude e teuas berr an arc'hant gantañ hag ez eas da lojañ e Bourc’h-Baz ha war-lerc'h er Groazig e Maner Kervaudu feurmet gantañ. Eno e vevas betek dibenn e vuhez. Gwelet e veze e vignoned o tremen e Kervaudu, al livourion Jean-Émile Laboureur (1877-1943), Émile Dezaunay, Ernest de Chamaillard, e genderv skrivagner Alphonse de Châteaubriant (1877-1951) hag ar barzh José-Maria de Heredia (1842-1905).
A-hed ar bloavezhioù-se e talc’has da livañ an hevelep lec’hioù : e liorzh, gwernioù ar Briver, milinoù, an heol o vont da guzh war ar mor, ar parkadoù roz-aer.
Teñvalaet e voe diwezh e vuhez gant an evaj hag ar glac’har.
Da belec’h mont da sellout ouzh oberennoù Ferdinand du Puigaudeau ?
kemmañE meur a virdi e vez gwelet e daolennoù, e diskouezadegoù padus pe zibad (Montroulez[1], an Naoned, Kemper[2], Pont-Aven, Pariz, New York[3]).
Oberennoù en dastumadegoù foran
kemmañ- an Naoned, Musée des Beaux-Arts : Ar Peulvan, araok 1910, eoul war lien[5].
- Kemper, Mirdi an Arzoù-Kaer : Gweledva an ti-soul, 1921, eoul war lien.
- Gwened, Mirdi ar C’hovu : Oferenn noz pe Kalvar Roc'h-an-Argoed.
-
Tarzh an deiz e Bourc'h-Baz.
-
Tan arvest e Bourc'h-Baz.
-
Al Letern hud[6].
-
Tan arvest war ar porzh (1890).
-
Pont-Aven dindan al loargann.
-
Skeudoù sinaat, al lapin.
-
Gweledva, tuchennoù Gwenrann (1915).
Levrlennadur
kemmañ- Antoine Laurentin, Ferdinand du Puigaudeau, 1864-1930, éditions T. Salvador, 1989, levrenn 1 (ISBN 978-2-908179-01-9)
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) 'WikiArt'. Kavet : 3 Mae 23.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Mirdi ar Jakobined, Du 1998-Genver 1999.
- ↑ Musée des Beaux-Arts de Quimper, notice sur Ferdinand du Puigaudeau.
- ↑ Hammer Galleries, Meurz-Ebrel 2002.
- ↑ (en) « Night Fair at Saint-Pol-de-Léon », pennad war museothyssen.org.
- ↑ « Le Menhir », pennad war bon Joconde.
- ↑ Un doare all a oa bet prenet e 2020 gant Mirdi Pont-Aven : J. Demarle, Une nouvelle toile de Ferdinand Loyen du Puigaudeau pour Pont-Aven, La Tribune de l'Art (10 janvier 2021).