• Ur pennad Flora zo ivez da gavout sterioù all.

Flora e oa doueez ar bleunioù hag an nevezamzer. Hervez Ovidius e oa doare latin an nimfenn a oa C’hloris e Gres. E bed ar plant eo ken a-bouez hag an doueez Gwener e bed an dud pe al loened. An nimfenn Pomona a vez anv anezhi kevret alies. Ur beleg a rae war he zro en templ a oa dezhi war ar menez Quirinal, e-kichen templ Quirinus.

Flora, livet gant Tizian.
Flora e-barzh La Primavera, gant Sandro Botticelli
Flora livet gant Rembrandt van Rijn, 1634.

Azeulet e veze Flora gant ar Sabined ha gant ar roue Titus Tatius eo e voe degaset da Roma, evel Quirinus, ma veze graet lidoù dezhi da-geñver C'hoarioù Flora, pe ar Floralia, a veze lidet eus an 28 a viz Ebrel betek ar 1añ a viz Mae, evit kaout eostoù fonnus. Hep he skoazell, a veze lavaret, ne veze ket ed, na bleuñv er gwez. Tamm ha tamm e teuas da vout doueez ar bleunioù dreist-holl. Mont a reas al lidoù e-maez ar c'hiz er IVe kantved.


Livadurioù

kemmañ

Delwennoù

kemmañ

Lidoù

kemmañ
  • 28 Ebrel : Floralia, deiz-ha-bloaz dedi azeuldi Flora e-kichen ar Circus Maximus.
  • 28, 29, 30 Ebrel : Florae Ludi, c'hoarioù gouestlet da Flora.

Pennad kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.