Ar Focunates a oa ur bobl en Alpoù, e Raetia, en Oadvezh an Houarn, er Iañ kantved kent JK.

Douaroniezh

kemmañ

Ne anavezer ar bobl-se nemet dre enskrivadur ar monumant anvet Tropaeum Alpium, adskrivet gant Plinius an Henañ[1]. Dre ziouer a ditouroù all eo diaes lavaret e pelec'h e oa ar meuriad-se o chom. Kinnigoù disheñvel zo bet gant arguzennoù diazezet war an anvioù-lec'h.

  1. En e droidigezh eus Plinius, L. Domenichi (1573) a lakae tiriad ar Focunates e traoñienn Saint-Barthélemy, a-hed un adstêr eus an Adige en Tirol.
  2. Abaoe kantvedoù e tostaer an anv lec'h Faucigny (Savoia-Uhel) hag anv ar broviñs anvet evel-se ivez eus anv ar Focunates. Kinniget e oa gant Monet (1634), Moreri (1683) ha Walckenaer (1839).
  3. E 1768, d'Anville en e c'heografiezh eus an Henamzer a lakae o ziriad e traoñienn ar Sesia.
  4. Walckenaer (1839) a skriv e terefe gwell anv-lec'h Focogna (e proviñs Verbano-Cusio-Ossola, en Italia). Merzet en doa Walckenaer e oa skrivet an anvioù meneget gant Plinius en un urzh a glote gant al lec'h ma oa ar pobloù. Ar Focunates zo meneget etre ar Genaunes hag ar Vindelici. Bro Focogna a seblant bezañ war dachenn al Leponti kentoc'h.
  5. Evel Formigé (1955) en e ziplegadennoù diwar-benn an Tropaeum Alpium, ar pep brasañ eus ar studiadennoù a vremañ ne ginnigont lec'h ebet evit ar Focunates, war-bouez hini Anreiter (1997) a ginnig e vefe bet o zachenn war lez ar stêr Inn, er c'hornôg da Veldidena (Wilten hiriv), e tolead Innsbruck (en Aostria).

En-dro dezho e oa pobloù all: ar Genauni en hanternoz , ar Venostes er c'hreisteiz, ar Breuni er reter, ar Vennones ha Calucones er c'hornôg.

Menegoù

kemmañ

Meneget eo o anv gant ar skrivagner latin Plinius an Henañ er Iañ kantved kent JK.

Monumant Turbia

kemmañ

Engravet e oa bet o anv war ar monumant anvet Tropaeum Alpium e Turbia, en enor d'an impalaer Augustus, ma'z eo bet merket anvioù ar pobloù trec'het gantañ.

Levrlennadur

kemmañ
  • Anreiter P., (1997) - "Breonen, Genaunen und Fokunaten. Vorrömisches Namengut in den Tiroler Alpen", Innsbrucker Beiträge zur Kulturwissenschaft, Sonderheft 99, Innsbruck.
  • Anville J.-B.-B. (d') (1768) - Géographie ancienne abrégée, Pariz, Merlin
  • Domenichi L., (1573) - Historia Naturale di Gaius Plinius Secundus, Venise, 1188p.
  • Formigé A., (1955) - "La dédicace du Trophée des Alpes (La Turbie)", Gallia, vol.13, pp.101-102
  • Monet P., (1634) - Geographia Galli? veteris recentisque, Antoine Pillehotte, Lyon
  • Moreri L., (1683) - Grand Dictionnaire Historique ou le Mélange Curieux de l'Histoire Sacrée et Profane qui contient en abrégé les vies et les actions remarquables des Patriarches, des Juges, des Rois des Juifs, des Papes, des Saints Pères et des Docteurs Orthodoxes, des Evêques ..., levrenn I, Lyon, Jean Girin & Barthélémy Rivière, 1359p.
  • Walckenaer C.-A., (1839) - Géographie ancienne historique et comparée des Gaules cisalpine et transalpine, levrenn II, Pariz, Levrdi P. Dufart, 520p.


Notennoù

kemmañ
  1. Plinius an Henañ, Naturalis historia, III, 137