Fontenay-le-Pesnel

kumun Bro-C'hall
Fontenay-le-Pesnel
Fontenay-le-Pesnel
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Normandi
Departamant Calvados
Arondisamant Bayeux
Kanton Thue et Mue
Kod kumun 14278
Kod post 14250
Maer
Amzer gefridi
Richard Villechenon
2020-2026
Etrekumuniezh Seulles Terre et Mer
Lec'hienn web http://www.fontenaylepesnel.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 1 237 ann. (2022)[1]
Stankter 123 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
49°10′13″N 0°34′48″W
Uhelderioù bihanañ 51 m — brasañ 114 m
Gorread 10,07 km²

Fontenay-le-Pesnel zo ur gumun e departamant Calvados e Bro-C'hall.

Douaroniezh

kemmañ
  • D'ar 25 a viz Even 1944 eo taget an Alamaned e Fontenay-le-Pesnel gant ar 49vet Rannlu Troadegiezh West Riding eus ar Rouantelezh-Unanet; dister eo niver an difennourion alaman, ur batailhon troadegiezh eus ar rannlu Panzer Lehr Division hepken; buan e teu ar Re Gevredet a-benn d'ober un toull el linennoù alaman, kaset eo ur C'hampfgruppe hobregonet ag an Hitlerjugend da stankañ an toull. D'ar 26 a viz Even 1944 eo trec'het an difennourion gant ar Vreizhveuriz ha dieubet eo ar gumun[2]. Mervel a reas dek den nann-soudard (unan bet fuzuilhet gant an Alamaned, ar re all a voe lazhet gant minennoù, tennoù kanol ha bombezadegoù) e Fontenay e 1944 e-pad Aloubadeg Normandi hag unan e 1945 abalamour d'ur vinenn[3].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Albin, luc'hskeudennoù[4].
  • Iliz katolik Sant Varzhin, dismantret, luc'hskeudennoù[5].
  • Monumant ar re varv.
  • Maen-koun oberiadur-brezel Martlet bet kroget d'ar 25 a viz Even 1944.

Emdroadur ar boblañs 1962-2021

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Normandie 44 - la mémoire
  3. (fr)Mémorial des victimes civiles en Normandie
  4. (fr)Clochers de France
  5. (fr)Clochers de France