Fosa
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Eupleridae | ||
Iskerentiad : | Euplerinae | ||
Genad : | Cryptoprocta | ||
Anv skiantel | |||
Cryptoprocta ferox Bennett, 1833 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar fosa (Cryptoprocta ferox) zo ur bronneg kigdebrer na vev nemet e Madagaskar. Kigdebrer brasañ an enezenn eo. Heñvel eo ouzh ur meskaj etre ur c'hi hag ur c'hazh met ur c'har d'ar vibinell eo.
Deskrivadur
kemmañMuzuliañ a ra ar pared etre 75 ha 80 cm gant ul lost 70 - 90 cm. Pouezañ a reont etre 6 ha 10 kg. Bihanoc'h eo ar parezed (65 - 70 cm evit 5-7 kg).
Un aneval gwevn-tre eo ar fosa. Gallout a ra lammat eus ur wezenn d'eben evel ur gwiñver. Keñveriet e vez alies ouzh al loupard koumoulek, ur c'hazh heñvel e vent a vev e gevred Azia.
Emzalc'h
kemmañKrediñ a raed gwechall e oa ar fosa un aneval-noz met war a seblant eo oberiant diouzh an deiz ivez. Bevañ a ra e koadegoù klouar Madagaskar. Al lec'h gwellañ evit gwelet unan eo ar goadeg Kirindi, 70 km eus Morondava.
Da bevar bloaz e tizh ar fosa e oad-gour ha gallout a ra bevañ ugent vloaz er mirlec'hioù.
Debriñ a ra pesked hag evned met e breizh pennañ eo al lemured. Unan eus ar preizherien pennañ eus Madagaskar eo met ne chase ket ar saout nag an dud er c'hontrol eus ar pezh a lâr ar mojennoù lec'hel.
Bez' e oa gwechall ur spesad brasoc'h (Cryptoprocta spelea) a oa a-vent gant un oselo. Krediñ a reer e hemolc'he al lemured bras a veve en enezenn kent donedigezh an dud.
Mirerezh
kemmañE Madagaskar hepken e kaver fosaed. Ne vanfe nemet 2.500 anezho ha war zigresk eo aet o niver abalamour da zistruj o annez.