Germania (timbroù)

Anvet eo bet Germania ar rummad timbroù embannet etre 1900 ha 1922 gant Postoù Alamagn (Impalaerezh ha Republik Weimar) a ginnige poltred ur vaouez a oa alegorienn ar vro. Heverk eo ar rummad-se dre m’eo bet e gwerzh e-pad un hirr a amzer ha dre ma kaver stummoù disheñvel a-hed ar bloavezhioù. D’ar 1añ a viz Genver 1900 e teuas an timbr kentañ er-maez. Kontrol da voazioù an amzer e rouantelezhioù europat arall a zibabas penn ar roue evit skeudenniñ an timbroù (Victoria er Rouantelezh-Unanet, Leopold Iañ e Beljia,.…) e voe kavet gwelloc’h moullañ un arouez unvaniñ eget ur penn-tiern prusian, pa oa emren atav rouantelezhioù Bavaria ha Württemberg. Dibabet e voe danvez an timbr gant an impalaer Gwilherm II e-unan. Graet e oa bet an engravadur gant Paul Eduard Waldraff (1870-1917) en ur implij dremm an aktourez Anna Fürhing evel patrom. Ur gurunenn impalaerel war he fenn, e talc'h en he dorn ur c'hleze hag ur brank gwez-olivez. Diouzh ar c’hiz Arz Nevez eo bet savet an timbr.

Anna Fürhing (1891)
Tresadenn Paul-Eduard Waldraff

Timbroù embannet en Alamagn

kemmañ
Germania (1900)
Germania (1902)

Cheñchet eo bet stumm hag alc’hwez an timbr a vloaz da vloaz, ha doujet ez eus bet ouzh emrenerezh postel Bavaria ha Württemberg betek 1920.

REICHPOST a lenner war timbroù an embannadur kentañ, tra ma voe DEUTSCHES REICH (Impalaeriezh Alamagn) adalek ar 1añ a viz 1902. Ne voe ket lakaet rummad 1900 e gwerzh nag e Bavaria, nag e Württemberg. Unliv e oa an timbroù o zalvoud-gwerzh izel, daouliv ar re all (en tu all da 20 pfennig). N’eus filigran ebet warno a-raok ar bloaz-se.

Impalaeriezh Alamagn
  • 1900 (1añ a viz Genver) : Reichspost. Impalaeriezh Alamagn, nemet Bavaria ha Württemberg.
  • 1902 (1añ a viz Ebrel) : Deutsches Reich. Gwerzhet en Impalaeriezh Alamagn, nemet Bavaria.
  • 1905-13 : Deutsches Reich.
  • 1915-17 : Deutsches Reich, moulladurioù brezel.
  • 1916-19 : Deutsches Reich. Linennoù er foñs.
Timbr 1919
Timbr Bavaria (1906-1919)
Republik Weimar
  • 1919 (1añ a viz Mae) : Alc'hwez Deutsches Reich.
  • 1919: dreistmoullet Freistaat Bayern (e Bavaria hepken)
  • 1920 : Deutsches Reich, gwerzhet dre Alamagn a-bezh
  • 1921: Deutsches Reich. Dreistmoullet gant prizioù uhel.
  • 1922 (miz Meurzh) : Deutsches Reich (75 Pfennig and 11⁄4 Mark).

Tiriadoù alaman (1920)

kemmañ

Goude ar Brezel-bed kentañ e voe fiziet melestradurezh tiriadoù Memel, ha Saarland e Bro-C’hall. Tiriad Danzig a chomas emren betek 1939. Poblet gant Alamaned, staget e voe an tiriadoù-se ouzh Alamagn.

Niv. Talvoud-gwerzh Skeudenn Livioù Tiriad
1 40 Pf.   Ruz Saarland
2 10 Pf.   Ruz Saarland
3 10 Pf.   Ruz Allenstein
4 20 Pf.   Glas, glas-mouk Memel

Postoù e-maez Alamagn

kemmañ
 
Burev Sina (1905)
 
Burev Turkia (1905)

Implijet e veze timbroù Germania dreistmoullet e-maez Alamagn a-raok ar Brezel-bed kentañ. Burevioù-post Alamagn a veze kavet e-barzh un toullad broioù estren, en o zouez Sina, Maroko ha Turkia . E-pad ar Brezel-bed kentañ e voe embannet timbroù Germania en takadoù aloubet, da lavaret eo e Belgia, e Bro-C'hall, e Rusia, e Polonia (Gouarnamant hollek Varsovia) hag e Roumania. Ne voe ket graet gant an timbroù Germania e trevadennoù Alamagn : ar rummad Hohenzollern) an hini eo a voe dasparzhet eno e 1900.

  • Al lestr-brezel Vineta

Unan eus an timbroù alaman rouesañ eo an timbr Germania kachedet war al lestr-brezel Vineta e 1901. Rannet e daou damm e voe dreistmoullet an timbr 5 pfennig gant 3PF.

  • Aloubadeg Beljia

Aloubet e voe Beljia gant armeoù alaman e-pad ar Brezel-bed kentañ ha moullet timbroù Germania gant Belgien gant un talvoud-gwerzh e lurioù.