Gwalldaol an 3 a viz Even 2017 e Londrez
D'an 3 a viz Even 2017, war-dro 22 eur, e-kreiz Londrez, kêr-benn ar Rouantelezh-Unanet. e voe "un heuliad tagadennoù sponterezh kenurzhiet"[1]. Da 23:46 e kemennas ar Metropolitan Police d'an dud " redek ha kuzhat ", ha "chom kuzhet er savadurioù". Ar polis e London Bridge a embanne e oa bet lazhet un den.
-
Lec'hiadur an tagadennoù
-
Al London Bridge.
Da 00:50 d'ar 4 a viz Even, ar Metropolitan Police a embanne e oa bet abretoc'h en nozvezh-se, da 00:25, un dagadenn sponterezh e London Bridge hag er Borough Market. 3 sponter o defe sevenet an taol, ha lazhet int bet gant ar boliserien.
Bilañs
kemmañHervez keleier ar 4 a viz Even, da 11 eur, e vefe: 7 den lazhet (ouzhpenn an 3 sponter) hag 50 den gloazet[2].
Broadelezh | Lazhet | Gloazet | Steuziet | Hollad |
---|---|---|---|---|
Rouantelezh-Unanet | 3 | 0 | 3 | |
Kanada | 1 | 0 | 0 | 1 |
Bro-C'hall | 1 | 7 | 2 | 9 |
Alamagn | 0 | 2 | 0 | 2 |
Aostralia | 0 | 2 | 1 | 3 |
Zeland-Nevez | 0 | 2 | 0 | 2 |
Spagn | 0 | 1 | 1 | 2 |
Gres | 0 | 1 | 0 | 1 |
Dianav | 5 | 30 | 0 | 35 |
Holl broadelezhioù kemmesket | 7 | 48 | 3 | 58 |
Ersavioù
kemmañ- Theresa May
Taget eo Theresa May gant Jeremy Corbyn evit bezañ bet diskennet an niver a archerien er Rouantelezh-Unanet eus 20 000 pa he e gouarnamant David Cameron.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ http://www.telegraph.co.uk/news/2017/06/03/london-bridge-incident-armed-police-respond-several-people-mown/
- ↑ Hervez Le Monde : http://www.lemonde.fr/europe/live/2017/06/04/en-direct-londres-touchee-par-plusieurs-attaques-la-police-en-etat-d-alerte_5138535_3214.html
- ↑ http://www.leparisien.fr/faits-divers/attentat-de-londres-qui-sont-les-victimes-04-06-2017-7017042.php