Gwepard
Cheetah.jpg
Acinonyx jubatus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Acinonyx
Anv skiantel
Acinonyx jubatus
Schreber, 1775
Statud CITES  : Cites I.svg Stagadenn I ,
Adwel 01-07-1975
D'ar vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svgKantarell, Iduns kokbok.jpgSymbole-Zoo.png
e tenn ar pennad-mañ.


Ar gwepard (Acinonyx jubatus), pe kazh-ki a-wezhioù, a zo un ezel eus kerentiad ar Felidae. Er c'hontrol d'ar c'hizhier arall e ra e vad eus e dizh evit tapout e breizhoù. An aneval douarel herrekañ eo. Gallout a ra tizhout 112 km/e ha tremen eus 0 da 100 km/e e 3.5 eilenn, ar pezh a zo buanoc'h eget ar SLR McLaren, al Lamborghini Murciélago pe ar F/A-18 Hornet.

DeskrivadurAozañ

 
Ur gwepard e park Serengeti

Ar gwepard en-deus ur c'horf moan ha hir gant skilfoù na c'hell ket kuzhat penn-da-benn. Ledan eo e vruched ha strizh e zargreiz.

Pouezañ a ra etre 40 ha 65 kg ha muzuliañ etre 112 cm ha 135 cm gant ul lost a 84 cm. Ar pared a zo un tammig brasoc'h eget ar parezed hag un tammig brasoc'h eo o fenn met diaes eo d'o digejañ dre o ment hepken.

Melen eo blevad ar gweparded gant saotroù du a skoazell anezho da guzhat. Linennoù du a red eus kornioù o daoulagad betek ar c'hroñj. Gwenn eo o c'hof ha saotroù o lost en em deuz e peder pe c'hwec'h gwalenn du.

Gant ur bouchad a vlev gwenn e echu o lost. Un nebeut pennoù o deus saotroù ledanoc'h. Ral eo ar gweparded en natur met un nebeut anezho a zo bet ganet e mirlec'hioù.

Ar gwepard eo an hini nemetañ eus e gerentiad n'en deus ket skilfoù pak-dispak. O implijout a ra da gaout muioc'h a stabilded pa vez o redek. Evit gwir skilfoù hanter dispakus eo en deus. Ret eo notenniñ n'eo ket disheñvel ar stagelloù ouzh re ar c'hizhier arall met dioueriñ a ra dezho ar gouhin kroc'hen ha fur a c'holo skilfoù hag atav gwelus ez eo ar re-mañ, panevet an ell. An ell e-unan a zo berroc'h hag eeunoc'h eget hini izili arall ar c'herentiad.

Ul livenn-gein wevn, ur galon hag un avu bras, divfron ledan ha skevent galloudus en deus ar gwepard. An elfennoù-se a ra dezhañ bezañ preizher herrekañ Afrika. Ken buan ha 110 km/e e c'hell redek ha gaoliat 7-8 metr en ur rampad hepken.

Er c'hontrol d'ar c'hizhier meur gwir e c'hell ar gwepard rouzmouzat met ne c'hell ket roc'hal. Ar c'hizhier meur (leon, panterenn, jagoar ha tigr) a c'hell roc'hal met ne c'hellont ket rouzmouzat, estreget pa zic'hwezhont. Daoust d'an dra-se e lakaer, gwezhioù zo, ar gwepard d'an hini bihanañ eus ar c'hizhier meur.

Galloud a reer kemmeskañ ar gwepard gant ar banterenn met disheñvel eo e gorf, moanoc'h ha gant ul lost hiroc'h. Ur spesad gloazus eo ar gwepard. N'en em ra ket mat ouzh endroioù nevez ha diaes tre eo d'e c'houennañ en ereoù. Hemolc'het e veze evit e vlevad gwechall met gouzañv a ra hiziv eus distrujadur e annez dreist holl. Ar bleiz-broc'h hag al leon eo e enebourien naturel.

Ar c'hazh kentidikañ eo ha betek n'eus ket pell zo e kreded e oa bet aet diwar-wel 18 milion a vloavezhioù zo, met studioù nevez a zamveneg o doa kroget hendadoù ar c'hizhier da zisheñveliñ an eil ouzh an egile 11 milion a vloavezhioù zo hepken.

RummouriezhAozañ

Anv ar genad Acinonyx a dalvez "n'en-deus mui a skilfoù" e gresianeg tra ma talvez anv ar spesad jubatus "moueek", un dave d'ar voue a zo gant ar c'hizhierig-ki. Ar c'hazh nemetañ na c'hell ket kuzhat e skilfoù eo. Ar re-mañ o-deus an hevelep implij ha re ar gieged. Eus an dra-se e teu e anv brezhonek.

Cheetah e vez anvet e saozneg, ur ger a zeu eus an hindieg chiitaa, hag a c'hellfe dont eus ar sañskriteg chitraka "an hini saotret". E galleg e lârer guépard, eus al latin gattus pardus, a dalvez "kazh-loupard".

Bez ez eus pemp isspesad a gwepard


Gouennadur ha buhez gevredelAozañ

 
Kizhier-ki e mirlec'h Masai Mara e Kenya

Da ouestl d'en em c'houennañ ez eas ar c'hizhier-ki da 24 miz evit ar barezed ha da 12 miz evit ar pared, hag eñ ne baront ket kent tri bloaz. Genel a ra ar barezed betek nav kazhig goude un dougen a 90 - 98 devez. Pouezañ a ra ar c'hizierig etre 150 ha 300 g. Er c'hontrol d'un niver bras ar c'hizhier arall ez eo ganet ar gweparded gant o saotroù. Ur gwiskad a vlevad ouzhpenn a ro dezhi ur feson "mohawk" o-deus ivez. Mantell eo anvet met e goll a reont pa vrasaont, avat. Nebeut tre a gweparded a dizh o oad-gour. 90% a zo lazhet e-pad sizunvezhioù kentañ o vuhez gant leoned, bleizbroc'hed pe zoken erered. Lezel a reont o mamm etre 13 ha 20 mizvezh goude o ganidigezh. Galloud a ra ar gweparded bevañ 20 bloavezh en ereoù, nebeutoc'h en natur rak o herr a gollont pa gozhont ha da zivarrek da dapout o freizhoù ez elont.

Ganto o-unanig e vev ar barrezed hag o tiwall an eil ouzh an eben e vezont. Ar pared a vez darempredusoc'h. Pa vezont dilezet gant o mamm ar gwepardedigoù a sav ur strollad-familh a bad betek ma zizh ar barrezed div vloaz. Kuitat a reont ar strollad neuze tra ma chom ar pared asambles e-pad o holl vuhez.

TachennadoùAozañ

Ar paredAozañ

Tachennadel kenañ ez eo ar pared. Kelc'hiadoù annez ar barezed a vez bras tre, avat, ha diaes eo evit ar pared da sevel un dachennad a endalc'h meur a anezho. Choaziñ a reont kentoc'h ul lec'h m'en em gej annezioù meur a barezed. Kalz bihanoc'h eo o zachennad neuze, hag aesoc'h da zifenn. Ment ar tachennadoù a zo hervez ar peadraoù vak. O vuzuliañ etre 37 km² ha 160 km² e vezont.

Darempredus tre ez eo ar pared. En em vodont e strolladoù bihan a chom o izili asambles e-pad o holl vuhez. Ar strolladoù-se a dolp breudeur dreist holl, hag eñ e c'hellont degemer ur par dibaot. Kengevredadoù vez anvet ar strolladoù-se. C'hwec'h gwech muioc'h a chañsoù en deus un c'hengvredad da berc'hennañ un dachennad met n'hen dalc'h ket hiroc'h, war-dro pevar bloavezh.

Merkout a ra ar gweparded dre droazhañ war wez pe krugelloù laou-koad. Arnodiñ a raio izili ar c'hengvredad da lazhañ an nostanted.

Ar parezedAozañ

Ne sav ket ar parezed tachennadoù gwir met kelc'hiadoù annez. Kelc'hiadoù annez meur a barrez a c'hell goloiñ an hevelep ec'honder. Ment ar c'helc'hiadoù a gemm hervez vakted ar preizhoù. Er rannvroioù koadek e vuzuliont war-dro 34 km² tra ma c'hell tizhout 1 500 km² e Namibia.

BouedAozañ

Kigdebrerien ez eo ar gweparded. Debriñ a reont bronneged krenn o ment, dindan 40 kg, evel ar c'hazeled Thomson pe an impalaed. N'argasont ar c'hnoued hag o leueioù nemet pa hemolc'hont e strollad. Klujiri-Spagn ha gedon a hemolc'hont ivez. Tra ma hemolc'h ar c'hizhier bras e-pad an noz e plij deoc'h d'ar gweparded chaseal e-pad an deiz, er mintin hag an abardez, pa vez klouar a-walc'h c'hoazh an amzer. Implijout a reont o gweled da gavout o freizh dreist holl. Dre guzh e tostaont ouzh o freizh kent kerzhout war-o-lerc'h. Galloud a reont tizhout 110 km/e met ar peurliesañ ne redont nemet d'an hanter eus an tizh-se. Ral e pad hiroc'h eget ur vunutenn ha ma ne zeu a-benn ar gwepard da dapout e breizh diouzhtu e tilezo an hemolc'h kentoc'h eget meskañ energiezh. Redeg d'an tizh-se a zo skuizhus tre ha gwrez ar gwepard a c'hell sevel ken uhel ma c'hallfe mervel ganti. Setu perak e weler alies ar c'hizhier o tiskuizhañ goude m'o deus tapet o freizh. Pa oa bet hir ha diaes an hemolc'h e c'hellont diskuizhañ e-pad muioc'h eget un eurvez.

Hanter an hemolc'hioù a zo berzhioù hepken.

N'eo ket kreñv a-walc'h ar gwepard da derriñ gouzoug ar c'hazeled a hemolc'h. O lazhañ a ra dre zantañ o gourlanchenn d'o zagañ. Neuze e tebre e breizh ken vuan hag e c'hell kent ma z'eo laeret gant preizherien greñvoc'h evel al leoned.

AnnezAozañ

 
Annez ar gwepard

Er savanenn hag e rannvroioù damsec'h e vev ar gweparded dreist holl met o c'havout a c'heller e kornioù-bro strujus. E Namibia, ma 'z int boutin c'hoazh, e vev 95% anezho e feurmioù.

En Afrika e kaver gweparded en natur dreist holl met bevañ a raent en un darn vras eus Su Azia gwechall, betek India. Eus ar gweparded aziat-se, avat, ne chom nemet ur boblañs vihan dizoloet n'eus ket pell zo e norzh Iran. Hervez reoù zo e chomfe un nebeut pennoù e reter India hag e Balouchistan ivez. Implijet e voent gant uhelidi da hemolc'h gazelled met ne oa ket damesaet evit gwir rak diaes tre eo d'e lakaat d'en em c'houennañ en ereoù.

JenetikAozañ

 
Ur vamm gant he c'hazhig.

Ur gemmusted jenetik izel tre hag ur sper fonnus kennañ o-deus ar gweparded. Posupl eo d'ober imboudoù etre daou gwepard nann kerentiet hep diaester ebet. Krediñ a reer ez int aet a-dreuz ur varead eus kenwadelezh greñv goude ma oant aet hogozik da get e-pad ar maread-skorn diwezhañ. War-wel ez eo aet en Afrika e-pad ar miosen, moarvat, kent tremen en Azia. Hervez studioù Warren Johnson ha Stephen O’Brien eus al Laboratory of Genomic Diversity o-defe en em ziforc'het eus ar c'hizhier arall 11 milion a vloavezhioù'zo hepken.

MirerezhAozañ

90% ar gweparded a varv e-pad o bugaleaj abalamour da argasadennoù al leoned pe ar vleizbroc'hed pe da gudennoù jenetik hag a zo boutinoc'h en spesad-se eget er re arall. Hervez klaskourien'zo ez eo re vras al live a gengevelerezh e-touez ar gweparded evit ma zreuvevint.

Krediñ a reer e chom 12.400 gwepard er bed a-bezh. War-dro 2.500 a vev e Namibia lec'h ma'z eo ar boblañ an hini vrasañ er bed. 200 eo niver gweparded Iran hepken.

Liammoù diavaezAozañ