Gwir Iliz Jezuz pe Iliz ar Gwir Jezuz (sinaeg: 真耶穌教會 pinyin: Zhēnyēsū Jiàohuì)[1] zo anv un Iliz kristen dizalc'h bet diazezet e Beijing e 1917. Sellet a ra outi hec'h-unan evel ur skourr eus ar gristeniezh prostestant deuet war wel e Sina er bloavezhioù 1900. Embann a ra bodañ en-dro dezhi 1.5 milion a feizidi[2]. En XXvet kantved e veze gwelet an holl vroioù kristen europat evel ar Gristeniezh enebet ouzh ar broioù e Reter hag e Su Azia, Norzhamerika, Oseania, Afrika.

Gwir Iliz Jezuz e Fuzhou, e Sina

E penn an Iliz (prezidant) emañ bremañ Yung-Ji Lin[3] a embann bezañ prezegenner. Dilennet eo bet gant bodadeg etrebroadel Gwir Iliz Jezuz. Krediñ a ra an Iliz en doueoniezh pantekostour, un reolenn diazezet war gras ar Spered Santel.

Diazezet eo an iliz kristen war dudenn Jezuz-Krist. Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont:

  1. er Spered Santel (fr:Glossolalie).
  2. e sakramant ar Vadeziant da vezan diwallet diouzh ar pec'hed-orin ha dont-tre e familh Doue, an Iliz.
  3. e Sakramant an aoter, ar sakramant a dalvez da zerc'hel koun eus marv Jezus-Krist.
  4. ez eo Jezuz-Krist gwir Zoue ha gwir zen, deuet da vevañ ur vuhez den da ziskouez piv eo Doue d'an dud, da lavaret eo ar garantez.
  5. er Bibl (An Testamant Kozh, An Testamant Nevez).

Notennoù

kemmañ
  1. E saozneg True Jesus Church. An anv ofisiel disklêriet e Bro-C'hall eo Véritable Jésus Église, troet ger-ha-ger diouzh ar sinaeg, da lâret eo La véritable église de Jésus e galleg flour.
  2. Daoust da lec'hienn an Iliz e Los Angeles da embann unniver a 1,5 milion, mammennoù en Iliz e Sina a lavar e vefe tostoc'h da 2,4 - 3 milion a dud enni e Sina. S.o. Allan Anderson, An introduction to Pentecostalism: global charismatic Christianity, p.133-4.
  3. Sinaeg : 林永基
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.