Heian-kyō (japaneg : 平安京 "annez impalaerel a beoc'h hag a sioulded") zo unan eus anvioù kozh Kyōto. Kêr-benn Japan eo bet adalek ar bloaz 794 betek 1868 (war-bouez c'hwec'h miz e 1180).

Heian-kyō, gant ar Palez (大内裏 dai dairi) er c'hreiz.

Kanmu, 50vet impalaer Japan (736-806, ren 781-806) a zilec'hias e lez er bloaz 794 eus Nagaoka-kyō da Heian-kyō, ar pezh a voulc'has ar Marevezh Heian (794-1185).[1]

Diwar patrom Chang'an (sinaeg : 長安 Cháng'ān "Peoc'h didermen", Xi'an hiziv), a oa kêr-benn an dierniezh Tang d'ar mare-se, e voe savet Heian-kyō, nemet ne oa ket gronnet gant mogerioù er penn-kentañ[2]. Kalon bolitikel Japan e voe betek dibenn ar Brezel Genpei er bloaz 1185, pa voe trec'h ar c'hlann Minamoto, renet gant Minamoto no Yoritomo (1147-1199), war ar c'hlann Taira. Seizet ar galloud gantañ, Minamoto a gemeras an titl a shōgun (将軍, "jeneral al lu"), da lavaret eo e troas da ziktatour milourel a renas war Japan a-bezh, kent staliañ kêr-benn e shōgunelezh e Kamakura.[1]
E Heian-kyō e chomas an impalaer hag e lez avat, neuze e voe kêr-benn ofisiel Japan a-hed meur a shōgunelezh e-pad 673 vloaz c'hoazh.
Da Dōkyō ez eas an impalaer hag e lez e 1868, met dre ma ne voe lezenn ebet o lakaat Tōkyō da gêr-benn ofisiel ar Stad e c'heller soñjal e chom Heian-kyō kêr-benn de jure.

 
Sanjūsangen-dō, un azeuldi boudaek e Heian-kyō (1164

Heijō-kyō (平城京) e voe kêr-benn an impalerez Genmel (660-721, ren 707-715) adalek ar bloaz 710. E 784, an impalaer Kanmu a lakaas e gêr-benn e Nagaoka-kyō, ha dek vloaz diwezhatoc'h e tilojas da Heian-kyō.

Hep mar e krogas savidigezh ar gêr-benn nevez dre ar palez, an Dai Dairi (大内裏 "palez bras-tre"), e penn kreiznozel ar vali vrasañ, Suzaku-ōji, kement-se evit ma vije gwelet eus kêr a-bezh evit aroueziañ galloud an impalaer. Porzhioù a voe savet war ar stêr Yodo evit magañ kêr dre Marc'had ar C'hornôg (西市場 nishi shijō) ha Marc'had ar Reter (東市場 hirasi shijō) ha broudañ kreskidigezh ar boblañs.
Alies e veze dour-beuz e Nagaoka-kyō, setu e voe kleuzet e Heian-kyō div ganol koulz evit reoliañ red ar stêr ha degas dour d'an annezidi. Berzet e oa bet ar voudaegezh er gêr-benn gozh, met aotreet e voe sevel azeuldioù en hini nevez : soñjal a rae d'an dud e vijent gwarezet gant azeuldioù ar C'hornôg hag ar Reter, hag ar venec'h ne oant ket dedennet gant ar galloud politikel.

Er bloaz 810, e-kerzh un ehan en hêrezh an impalaer Heizei (ren : 806-809), e voe ul luskad evit ma vije adstaliet ar gêr-benn e Nagaoka-kyō, met an impalaer Saga (ren : 809-823) a gavas gwell he lezel e Heian-kyō evit mirout stabilded ar vro.

A-hed ar shōgunelezh Kamakura (11851333) hag ar shōgunelezh Edo (1603-1867) e wanaas pouez Heian-kyō evel sez ar galloud e Japan. Er bloaz 1467 e tarzhas Brezel Ōnin (応仁の乱 Ōnin no ran), ur brezel diabarzh a-zivout hêrezh ar shōgun Ashikaga Yoshimasa (1436-1490, ren 1449-1474) ma voe peurzevet an hanter eus kêr; goude adsavet e voe daouhanteret Heian-kyō e div gêrig : Kamigyō-ku (gorre kêr) m'edo ar palez, ha Shimogyō-ku (traoñ kêr) ; adunanet e voe an div gêr gant an daimyō Oda Nobunaga (1534-1582).
E-kerzh Assavidigezh Meiji e 1868 e voe kemmet anv kêr Edo e Tōkyō, a voe kêr-benn nevez Japan. Biken ne zistroas an impalaer hag e lez da Heian-kyō, met miret e voe ar palez gant an tronoù (高御座 takamikura "tronoù impalerel") ennañ e ken degouezh ma rankjent tec'hel diouzh Tōkyō.

Douaroniezh

kemmañ
 
Heian-kyō e 1696

E kreiz-kêr Kyōto a-vremañ emañ Heian-kyō. Un hirgarrezenn e oa ar gêr-benn gozh, ledet a-hed 4,8 km a Gornôg da Reter ha 5,2 km a Norzh da Su.
E kreiz an tu kreiznozel e voe savet ar palez, e penn un hir a vali a zaouhanter Heian-kyō e Karter an Tu-dehoù (右京区 Ukyō-ku) ha Karter an Tu-kleiz (左京区, Sakyō-ku), an tu-dehoù o vout hini ar C'hornôg peogwir e veze lec'hiet eus palez an impalaer a oa en Norzh.

Ar (丈, "hirder") e oa unanenn an hedoù, a dalve 3 metr ; 40 x 40 dre 43 x 40 e oa ment Heian-kyō, eleze 4,8 x 5,2 km.
Ur chō (町) a oa 40 x 40 , da lavaret eo 1,44 hektar.

Rannet e oa kêr dre straedoù bras (大路 ōji "hent bras") a-skouer, ha stradoù bihan (小路 koji "straed vihan") a-skouer ivez. Ur (条) a raed eus peder linennad chō a Gornôg da Reter — war-bouez an div linenad kentañ en Norzh — hag ur (坊) a oa peder linennad chō a Norzh da Su. Niverennet ag 1 da 16 e oa ar gorreasdoù ma kroazie ur hag ur  ; aes e oa neuze reiñ ur chomlec'h evel "Tu-kleiz, chō 11, 2, 3".
Ledan e oa ar straedoù, ar re vihan zoken : war-dro 12 m (4 ) e oa ar re vihan, ha tremen 24 m (8 ) ar re vras — 28 (84 m) e oa ledander Suzaku-ōji ; strishoc'h a-galz eo ar straedoù e Kyōto hiziv. Pevarzek ōji a gase da unan eus dorioù palez an impalaer. Hini ar Su e oa Suzaku-ōji a gase betek harzoù kêr m'edo he zor bennañ, ar Rajōmon (羅城門) bet staliet er bloaz 789 pa voe mogeriet Heian-kyō ; 8 m e oa he uhelder ha 32 m he ledander.

Brastres eus Heian-kyō
 
MMMM Lec'hiadur Heian-kyō e Kyōto hiziv
 
Ul lunell eus ar Rajōmon

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  • MMMM Dai dairi, palez an impalaer — Bukit war pep unan eus ar 14 dor evit lenn he anv.
  • MMMM Ul liorzh, daou varc'had ha daou azeuldi — Bukit evit gouzout hiroc'h.
 Dai dairi, palez an impalaerAnka-monIkan-monTachi-monJōsai-monJōtō-monImpu-monYōmei-monSōheki-monTaiken-monDatten-monIkuhō-monKōga-monSuzaku-monBifuku-monShinsenen, liorzh impalaerelNishi ichi, Marc'had ar C'hornôgHigashi ichi, Marc'had ar ReterSai-ji, azeuldi boudaek ar C'hornôgTō-ji, azeuldi boudaek ar Reter
Framm Heian-kyō

Levrlennadur

kemmañ
  • (ja) マイペディア―小百科事典 mai pedia – ko hakkajiten "Ma fedia – Holloueziadur bihan". Tokyo : Heibonsha, 1996 (ISBN 978-4-582-09631-6)
  • (en) Barnes, Gina L.. Archaeology of East Asia – The Rise of Civilisation in China, Korea and Japan. Oxford : Oxbow Books, 2017 (ISBN 978-1-78570-667-7)
  • (en) Campbell, Alan & Noble, David S.. Japan – An Illustrated Encyclopedia. Tōkyō : Kodansha, 1993 (ISBN 978-4-06-205938-1)
  • (en) Ebrey, Patricia B. & Walthall, Anne & Palais, James B.. East Asia – A Cultural, Social, and Political History. Stamford, Connecticut : Cengage Learning, 2005 (ISBN 978-0-618-13384-0)
  • (en) Sansom, George. A History of Japan to 1334. Stanford : Stanford University Press, 1958 (ISBN 978-0-8047-0523-3)

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Samson, 1958.
  2. Barnes, 2017.