Hent-houarn Brest Porspoder
An Hent-houarn Brest Porspoder a oa ul linenn hent-houarn a oa etre Brest ha Porspoder, e Bro-Leon, e departamant Penn-ar-Bed, e Breizh.
Linenn hent-houarn Brest – Porspoder | |
---|---|
Gar Porspoder
| |
Bro | Breizh |
Kêrioù | Brest, Lambezelleg, Gwiler-Leon, Lokournan, Gwitalmeze, Porsal, Porspoder |
Istor | |
Digoradur | 1893-1913 |
Treuz orin | 1,0 m |
Korvoerien |
|
Klozadur |
|
Spisverkoù teknikel | |
Hirder | 42 km |
Treuz | Strizh (1,0 m) |
Tredan | Ket |
Forzhioù | 2 |
Tremenerezh | |
Perc'henn |
E miz Eost 1888 en doa divizet Kuzul-meur Penn-ar-Bed krouiñ meur a linenn hent-houarn, dezho ur metr treuz, hag en o zouez ul linenn etre Brest ha Gwitalmeze. Echuet e oa bet an tennad etre Brest ha Gwitalmeze e 1893. Astennet e voe betek Porsal, ur porzh-mor e kumun Gwitalmeze, ha digoret e voe an eil tennad-se d'ar 14 a viz Gouere 1899. Un trede tennad, da vont betek Porspoder, a voe digoret d'an 13 a viz Mae 1913.
Da gentañ-penn e voe fiziet al linenn er Chemins de Fer Armoricains (CFA), ha goude-se er Chemins de Fer Départementaux du Finistère (CFDF).
Daou bont a voe ret sevel evit an hent-houarn-se : an eil e Lambezelleg, savet e 1893 gant Louis Harel de la Noë, hag egile e Kersent etre Porsal ha Landunvez.