Impalaeriezh Kushan

Impalaeriezh Kushan (e-tro ar IIIIde kantved) a vez graet eus ur Stad zo bet en he barr tro-war-dro ar bloavezhioù 105250. En em ledañ a rae a reter da gornôg eus Tadjikistan betek mor Kaspia hag a norzh da su eus Afghanistan tre betek traoñienn ar stêr Ganga. Savet eo bet an impalaeriezh gant Kushaned, ur meuriad Yuezhi a oa ur bobl a zeue eus ar Xinjiang a-hiziv e Sina. Marteze a-walc’h tud kar d'an Dokharianed. Darempredoù diplomatel o doa skoulmet gant Roma, an impalaeriezh sasanid Pers ha Sina. E-kreiz an eskemmoù etre ar reter hag ar c’hornôg int bet e-pad meur a gantved.

Dont a ra an anv Kushan eus ar sinaeg Guishuang (sinaeg:貴霜) a dalveze da envel unan eus pemp meuriad ar Yuezhied (sinaeg:月氏), anezho ur c’hengevread laosk a bobloù Indezeuropek a gomze adstummoù eus an Tokhareg. E-touez Indezeuropiz int bet ar bobl a oa o chom ar pellañ er reter e plaenennoù sinac’h Diazad an Tarim er Xinjiang a-hiziv, a-raok bezañ kaset war-du ar c’hornôg gant Xiongnu e 176160 kent JK. Anavezet eo ar pemp meuriad Yuezhi en istor Sina dindan an anvioù a Xiūmì (休密), Guishuang (貴霜), Shuangmi (雙靡), Xidun (肸頓), ha Dūmì (都密).

Tizhet o deus ar Yuezhied rouantelezh hellenat Gres-ha-Baktria e Baktria (un dachenn en hanternoz pellañ Afghanistan hag Ouzbekistan) e-tro 135 kent JK, hag argaset eo bet ganto an dinastiezhioù gresian a oa eno hag a yeas d'en em staliañ en-dro e diazad an Indus (e Pakistan an deiz a-hiziv) e kornôg ar rouantelezh Indez-gresian.

Un impalaeriezh liessevenadurel

kemmañ

Er c’hantved war-lerc’h, eo deuet a-benn meuriad Yuezhi ar Guishuanged (貴霜) d'ober o renkoù ha da strobañ ar meuriadoù en ur c’hengevread strizh. Daoust da Sinaiz kenderc’hel d'ober gant an anv Yuezhi eo bet degemeret an anv Guishuang er c’hornôg ha distummet evit reiñ an anv Kushan a reer gantañ bremañ evit envel ar c’hengevread.

Tamm-ha-tamm, dre forzh stourm a-enep d'ar meuriadoù Skuted, eo en em ledet ar Gushaned war-du ar su, er vro eur boas da envel Gandhara (un takad dezhañ stumm ur wareg a oa e penn-kentañ e Pothowar hag e rannvro NWFP Pakistan, betek pakañ traoñienn Kaboul ha darn eus Qandahar en Afghanistan). Savet o deus div gêr-benn nepell eus kêrioù Kaboul ha Peshawar hiziv, anvet da neuze Kapisa ha Pushklavati.

Kalz a elfennoù eus sevenadur Hellenat Baktria, el lec’h m'o doa graet o annez zo bet degemeret gant ar Gushaned. Azasaet o deus al lizherenneg c’hresian (a-dreuz alies) evit ha lakaat da glotañ gant o yezh (hag ijinet o dues ouzhpenn al lizherenn Þ "sh", evel e "Kushan"). Goude diorroidigezh ar skrivañ ez eus bet skoet moneizoù war batrom ar C’hresianed. Merket e veze menegoù e gresianeg war o fezhioù a-gevret gant menegoù e Kharoshthi tre betek bloavezhioù kentañ ren Kanishka ha, goude-se, eo bet implijet ar yezh kushanek mesk-ha-mesk gant menegoù gresianek, an daou anezho gant al lizherenneg c’hresian.

Da vare Wima Takto eo kroget ar Gushaned da zegemer sevenadur India evel ar strolladoù ergerzhourien all bet aloubet ar vro ganto abretoc’h. Evit doare en doa degemeret Wima Kadphises an impalaer kushan meur kentañ ar Saivegezh evel m'eo merket war e voneizioù. Kavet o deus gwelloc’h an impalaerien kushan a zeuas war-lerc’h skeudennaouiñ kalz a zoueed liesseurt eus India, kreiz Azia hag ivez Bouda.

 
Pevar drakm arc’hant eus Heraios roue ar Gushaned (130 ) e doare Gres-ha-Baktria, gant ur marc’hegour kurunennet gant Nike doueez c’hresian an Trec’h.
Testenn c’hresianeg: TVPANNOVOTOΣ HΛOV - ΣΛNΛB - KOÞÞANOY "Haraios an Tirant, Sanav ar Gushaned".

Heraios

kemmañ

Moarvat eo bet Heraios roue kentañ ar Gushaned. Marteze a-walc’h e oa bet graet emglev etrezañ hag ar C’hresianed. Implijout a rae an hevelep seurt moneizoù. Soñjet e vez e oa Heraios tad Kujula Kadphises.

Kujula Kadphises

kemmañ

War dreuzoù ar c'hantved kentañ, e-pad ren Kujula Kadphises, eo bet ret d'ar Gushaned gouzañv ur pezh maread reuz m'o deus ranket kilañ rak ar Barthed o doa aloubet un darn vat eus o impalaeriezh. Gondophares levier ar Barthed a savas ur rouantelezh indez-parth zo padet betek dibenn ar c’hantved. E-tro 75, e oa bet adc’hounezet gant ar Gushaned an darn vrasañ eus o ziriad avat.

Kanishka I

kemmañ
 
Pezh moneiz aour eus an Impalaer Kushan Kanishka I (e-tro 100126) gant ur skeudennadur hellenat eus Bouda (war-bouez an treid war-du an diavaez, a c’hiz Kushan), hag ar ger "Boddo" e lizherenneg c’hresian.

Ren Kanishka I, an eil a-zouez impalaerien veur ar Gushaned, ha pempvet roue ar Gushaned, a vleunias e-pad 28 vloaz a-c’houde ar bloaz 127 pe war-dro. Meret e oa ar vro adal div gêr-benn : Purushapura (Peshawar hiziv e norzh Pakistan) ha Mathura, e norzh India. Ur gêr-benn all a oa ivez evit an hañvezhioù Bagram (anvet Kapisa da neuze), e-lec’h m'eo bet kavet "teñzor Bagram", ennañ pezhioù arz sinaat ha gresian. Da varn diouzh enskrivadur Rabatak e oa Kanishka mab da Vima Kadphises, map-bihan Vima Taktu, ha gourvab Kujula Kadphises. Trubuilhek eo bet ren Kanishka ar pezh en deus degaset distabilder da ren al levieren all zo deuet war e lerc’h ivez. Soñjet e vez e oa deuet Kanishka da ren e-tro 78, bloaziad a greder bezañ diazez deiziadur ofisiel Saka en India.

E-pad ren ar Gushaned eo bet liammet ar c’henwerzh mor a-dreuz Meurvor Indez gant kenwerzh Hent ar seiz a-hed traoñienn an Indus, kavell sevenadurezhel kozh. E barr an dinastiezh eo en em astennet gallout laosk-dilaosk ar Gushaned war ur vro a yae eus mor Aral betek broioù Ouzbekistan, Afghanistan ha Pakistan a-hiziv, ha betek hanternoz India.

 
Gwaz Kushan en e wiskamant hengounel gant un doneg ha botoù, eil kantved, Gandhara.

A drugarez d'an unaniezh laosk ha d'ar peoc’h o ren mui pe vui war un dachenn ken ledan eo aet war-raok ar c’henwerzh a-bell ; degouezhet eo seiz Sina betek Roma ha steudadoù kêrioù puilh zo en em zispaket a-hed an hent.

En o bleuñv e oa an eskemmoù sevenadurel ivez ha kengejet ez eus bet elfennoù sevenadurel hellenat ha boudaat evit reiñ ar voudaegezh c’hresian a oa d'en em ledañ e kreiz ha norzh Azia e stumm ar voudaegezh Mahayana. Brudet eo Kanishka en hengoun boudaat evit bezañ bodet ur c’huzul relijiel e Kashmir. Lavaret e vez e verk ar c’huzul-se deroù ofisiel boudaegezh hollzoueel Mahayana hag an disrann anezhi diouzh Boudaegezh Nikaya. Lakaet en deus Kanishka testennoù boudaat orin ar Mahayana a oa e yezh ar vro ar Gandhari, anvet c’hoazh Prakrit, da vezañ troet er yezh uhellennek, ar sañskriteg. A-gevret gant an roue indiat Ashoka, ar roue Indez-Gresian Menander I (Milinda), ha Harsha Vardhana, e vez sellet gant ar voudaegezh ouzh Kanishka evel ouzh unan eus e vadoberourien veur.

Arz ha sevenadur Gandhara, e kroashent an impalaeriezh e barr he bleuñv d'ar mare-se, eo an eztaoladurioù kushanat anavezet ar muiañ gant ar c’hornôg.

Darempredoù gant Roma

kemmañ

Meur a vammenn skrid roman a zeskriv gweladennoù kannaded eus rouaned Baktria hag India e-pad an eil kantved ; ober a reont dave d'ar Gushaned moarvat :

 
Ur gladiator Gresian-ha-Roman war ul lestr gwer, e Bagram, en eil kantved.

O komz diwar-benn an Impalaer Hadrian en deus skrivet Aelius Spartianus (117138 ) en e Istor Aogust :

Reges Bactrianorum legatos ad eum, amicitiae petendae causa, supplices miserunt (Kas a reas rouaned Baktria d'e vete kannaded d'e azpediñ hag azgoulenn evit e vignoniezh).

E 138 ivez, diouzh Aurelius Victor (Épitomé‚ XV, 4), hag Appian (Praef., 7), en deus degemeret Antoninus Pius, warlerc’hiad Hadrian, un nebeud kannaded indiat, baktrian (Kushaned) hag herkunian.

Deskrivañ a ra ivez kronikenn istorel sinaat an Hou Hanshu an eskemmoù marc’hadourezh etre gwalarn India hag Impalaeriezh Roma d'ar mare-se : d'ar c’hornôg (Tiazhu, gwalarn India) zo darempredoù gant Da Qin (Impalaeriezh Roma). Marc’hadourezh prizius eus Da Qin a c’hall bezañ kavet eno evel dilhad koton fin, pallennoù gloan dreist, frondoù a bep seurt, mein sukr, pepr, jinjebr hag holen du.

Kêr-benn hañv ar Gushaned, Bagram, zo bet kavet enni ur bern marc’hadourezh o tont eus Impalaeriezh Roma, peurgetket, pezhioù gwer

Darempredoù gant Sina

kemmañ

E-pad ar 1 hag an eil kantved eo en em ledet dre heg impalaeriezh ar Gushaned war-du an norzh hag aloubet eo bet ganto darn eus diazad an Tarim, o douaroù genidik, ar pezh en deus o lakaet e-kreiz kenwerzh gounidus Azia Greiz gant impalaeriezh Roma. Kredet e vez o deus kenstourmet gant Sinaiz a-enep argadegoù ergerzhourien ; dreist-holl o deus kenstourmet gant ar jeneral sinaat Ban Chao a-enep d'ar Sogdianed e 84, pa oant o klask harpañ un emsavadeg gant roue Kashgar. War-dro 85, o deus harpet ar jeneral sinaat c’hoazh en un dagadenn a-enep da Turfan, er reter da diazad an Tarim.


Da anaoudegezh evit o skoazell da Sinaiz e c’houlennas ar Gushaned kaout ur briñsez Han ha daoust dezho bezañ kaset profoù d'al lez sinaat e voe nac’het outo. D'en em zialañ e tivizjont neuze mont a-benn da lu Ban Chao e 86 gant un armead a 70,000 a dud, met skuizh-divi gant o hent e voent trec’het a-benn ar fin gant nerzhioù gwanoc’h. Goude kiladenniñ e rankas ar Yuezhi paeañ un truaj da impalaeriezh Sina e-doug ren an impalaer Han He (89106).

Diwezhatoc’h, e-tro 116, renet gant Kanishka, o deus diazezet ar Gushaned ur rouantelezh kreizennet en-dro da Kashgar. Deuet int da vezañ mestr war Khotan ha Yarkand ivez e diazad an Tarim, Xinxiang a-vremañ, a oa dalc’het gant Sinaiz. Ganto eo bet degaset ar skritur Brahmi hag ar yezh indiat Prakrit implijet er velestradurezh. Astennet o deus levezon an arz boudaat-gresian a zisoc’ho war an arz serindat.

Roud eñvor ar Gushaned a gaver c’hoazh e 158159 evit bezañ kaset profoù da lez Sina e-pad ren an impalaer Han Huan.

Da-heul an dra-se eo kresket c’hoazh an eskemmoù sevenadurel ha dont a reas misionerien voudaat kushan evel Lokaksema da vezañ oberiant e kêrioù bras sinaat Loyang hag, a-wechoù, Nanjing. Brud a oa warno eno abalamour d'o labourioù treiñ dreist-holl. Int eo zo bet ar re gentañ a gaver roud anezho o tegas ar skriturioù Hinayana ha Mahayana da Sina. Perzh bras o deus kemeret en emled ar voudaegezh a-hed hent ar seiz.


Diskar

kemmañ
 
Dinar aour ar roue kushan Kanishka II (200220)

Adal an IIIe kantved e krogas impalaeriezh ar Gushaned da vont a dammoù.

E 225 da vare marv Vasudeva I eo bet daouhanteret an impalaeriezh a norzh da su. War-dro 224240, eo bet aloubet Baktria hag hanternoz India gant ar Sasanined, e-lec’h m'o anavezer dindan an anv a Indez-Sasanid.

E-tro 270 c’hoazh eo bet kollet tiriadoù plaenenn ar Ganga gant ar Gushaned. Eno eo en em staliet an impalaeriezh Gupta e-tro 320.

Diskaret eo bet dinastiezh kozh ar Gushaned e-tro kreiz ar Patrom:IVre kantved gant Kidara ur gwaz d'ar Gushaned e Pakistan. Krouet ez eus bet ur rouantelezh gantañ goude-se anavezet dindan an anv a Rouantelezh Kidarit. Met moarvat e selle Kidara outañ e-unan evel ouzh ur C’hushan evel ma laka e bezhioù moneiz a c’hiz kushan da grediñ. Evit doare o deus graet berzh ar Gidarited met bihanoc’h eo bet o levezon eget hini o diagentidi kushan.

A-benn ar fin eo bet skarzhet dilerc’hioù impalaeriezh ar Gushaned er Vvet kantved gant aloubadegoù an Huned ha, goude-se, re ar Vuzulmaned.

Pennoù-Stad pennañ Kushan

kemmañ



ROUANTELEZHIOÙ MAREVEZH KREIZ INDIA  
Kronologiezh Impalaeriezhioù an Norzh Rouantelezhioù ar Su Rouantelezhioù estren

 VIvet kantved KJK
 Vvet kantved KJK
 IVre kantved KJK

 IIIde kantved KJK
 eil kantved KJK

 I kantved KJK
 I kantved


 eil kantved
 IIIde kantved
 IVre kantved
 Vvet kantved
 VIvet kantved
 VIIvet kantved
 VIIIvet kantved
 IXvet kantved
 Xvet kantved
 XIvet kantved


















(Gouarn Persia)
(Aloubadegoù gresian)





(Aloubadegoù muzulman kentañ)

(Aloubidigezh India gant ar Vuzulmaned)


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennnoù

kemmañ
  • Falk, Harry. 2001. “The yuga of Sphujiddhvaja and the era of the Kuşâņas.” Silk Road Art and Archaeology VII, pp. 121–136.
  • Foucher, M. A. 1901. "Notes sur la geographie ancienne du Gandhâra (commentaire à un chaptaire de Hiuen-Tsang)." BEFEO Niv. 4, Here 1901, pp. 322–369.
  • Hargreaves, H. (1910–11): "Excavations at Shāh-jī-kī Dhērī"; Archaeological Survey of India, 1910–11, pp. 25–32.
  • Harmatta, János, ed., 1994. History of civilizations of Central Asia, Levrenn II. The development of sedentary and nomadic civilizations: 700 B.C. to A.D. 250. Paris, UNESCO Publishing.
  • Hill, John E. 2004. The Western Regions according to the Hou Hanshu. Stumm saoznek gant notennoù.[1]
  • Hill, John E. 2004. The Peoples of the West from the Weilue 魏略 by Yu Huan 魚豢: A Third Century Chinese Account Composed between 239 and 265 CE. Troidigezh saozneg gant notennoù. [2]
  • Konow, Sten. Editor. 1929. Kharoshthī Inscriptions with Exception of those of Asoka. Corpus Inscriptionum Indicarum, Levrenn. II, Rann I. Reprint: Indological Book House, Varanasi, 1969.
  • Litvinsky, B. A., ed., 1996. History of civilizations of Central Asia, Lodenn III. The crossroads of civilizations: A.D. 250 to 750. Paris, UNESCO Publishing.
  • Liu, Xinru 2001 “Migration and Settlement of the Yuezhi-Kushan: Interaction and Interdependence of Nomadic and Sedentary Societies.” Journal of World History, Lodenn 12, Niv. 2, Fall 2001. University of Hawaii Press, pp. 261–292. [3].
  • Sarianidi, Victor. 1985. The Golden Hoard of Bactria: From the Tillya-tepe Excavations in Northern Afghanistan. Harry N. Abrams, New York.
  • Spooner, D. B. 1908–9. "Excavations at Shāh-jī-kī Dhērī."; Archaeological Survey of India, 1908–9, pp. 38–59.
  • Watson, Burton. Trans. 1961. Records of the Grand Historian of China: Troet diwar Shih chi Ssu-ma Ch'ien. Rannbennad 123: The Account of Ta-yüan, p. 265. Columbia University Press. ISBN 0-231-08167-7

Ur c’hoari video, Kushan Empire, hep gwir darempred, zo en heuliad c’hoarioù PC Homeworld.