Itron Varia Stalingrad

Madonna Stalingrad (alamaneg: Stalingradmadonna) zo ur skeudenn eus ar Werc'hez Vari treset gant al letanant alaman Kurt Reuber, medisin er Wehrmacht ha pastor protestant, e miz Kerzu 1942 e Stalingrad (hiziv Volgograd), Rusia, e-pad Emgann Stalingrad.

Tresadenn orin ar Stalingradmadonna, Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche, Berlin

Ar skeudenn wirion a zo diskouezet en Iliz Kaiser-Wilhelm-Gedächtniskirche e Berlin, padal kopiennoù a zo bet savet hag a vez diskouezet en ilizioù-meur Berlin, Coventry ha Volgograd evel simbol eus ar peoc'h etre an enebourien a-gozh e-pad an Eil Brezel-bed.

An dresadenn

kemmañ

An oberenn Madonna Stalingrad a zo unan simpl. Ar ment a zo 900 mm × 1200 mm. An aozour Kurt Reuber en devoa implijet glaou evit tresañ. Ar Werc'hez Vari a zo treset gant ur chal bras. Ar mabig Jezuz a zo tost diouzh e dremm.

En tu dehoù eus an dresadenn e kaver ar gerioù Licht, Leben, Liebe ("Goulou, Buhez, Karantez"), tennet eo an arroud eus Aviel Yann. Eus an tu kleiz d'an dresadenn, Reuber en devoa skrivet Weihnachten im Kessel 1942 ("Nedeleg er Sez 1942") hag en traoñ Festung Stalingrad ("Kreñvlec'h Stalingrad"). Kessel ("Chidhouarn"), a oa an doare termeniñ alamanek implijet evit ober eus ur zonenn milourel enkelc'hiet. Festung Stalingrad a oa anv ar 6vet lu Alaman enkelc'hiet e Stalingrad a oa implijet er propaganda Nazi.

Goude an Eil Brezel-bed

kemmañ

Tresadenn Reuber hag e lizhiri a voe embannet nebeut amzer goude fin an Eil brezel-bed. Ar beleg er morlu Arno Pötzsch en devoa skrivet ul levr barzhoniezh koun titlet Madonna Stalingrad e 1946. an oberenn a zo deuet da vezañ ur simbol a peoc'h kreñv e-pad mare ar Brezel Yen. Implijet e voe ivez er vitologiezh eus Emgann Stalingrad ha darvoudoù an Eil Brezel-bed er gevredigezh alaman. Kopiennoù a voe savet ha diksouezet en ilizioù-veur Berlin, Coventry ha Volgograd.

Kopiennoù

kemmañ

Kopiennoù lies a zo bet graet eus Madonna Stalingrad. An darn anezho a vez kavet en ilizoù.