Drask kolier louet
(Adkaset eus Ixoreus naevius)
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Turdidae | ||
Genad : | Ixoreus | ||
Anv skiantel | |||
Ixoreus Bonaparte, 1854 | |||
Anv skiantel | |||
Ixoreus naevius (Gmelin, 1789) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An drask kolier louet (liester : driski kolier louet)[1] a zo ur spesad golvaneged, Ixoreus naevius an anv skiantel anezhañ.
Ar spesad nemetañ er genad Ixoreus an hini eo.
Anvet e voe Turdus naevius (kentanv) da gentañ-penn (e 1789)[2] gant an naturour alaman Johann Friedrich Gmelin (1748-1804).
Doareoù pennañ
kemmañ
Boued
kemmañBevañ a ra diwar zivellkeineged-douar a bep seurt, dreist-holl en nevezamzer hag en hañv ; kemer a ra frouezh ha hugennoù kenkent hag arru an diskar-amzer hag ar goañv[3].
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver ar pevar isspesad[4] anezhañ e kornôg Norzhamerika :
- Ixoreus naevius carlottae, e Haida Gwaii (un enezenn er-maez da gornôg Kanada),
- I. n. godfreii, eus diabarzh kornôg Kanada da ziabarzh gwalarn Stadoù-Unanet Amerika (SUA),
- I. n. meruloides, e kreisteiz Alaska ha gwalarn Kanada,
- I. n. naevius, eus gevred Alaska ha kornôg Kanada da gornôg-kreiz SUA.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Ixoreus naevius el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Ixoreus naevius.
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: