Girolamo Buonaparte

(Adkaset eus Jérôme Bonaparte)
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Girolamo Buonaparte, a anavezer ivez evel Jérôme Bonaparte, a oa ganet d'an 9 a viz Du 1784 en Aiacciu (Korsika) ha marvet d'ar 24 a viz Mezheven 1860 e kastell Villegénis (Seine-et-Oise) (hiziv Massy).

Mab e oa da Carlo Maria Buonaparte ha da Maria Letizia Ramolino ha breur yaouankañ Napoleon Bonaparte e oa. Ar priñs Jérôme a veze graet anezhañ ivez.

Girolamo Buonaparte

E vuhez

kemmañ

Nav bloaz ne oa ken en 1793 pa dec'has an tiegezh da Vro-C'hall, harluet ma oa diouzh Korsika.

E skolaj Juilly e reas e studi, ha mont er verdeadurezh e miz Genver 1800, ha bloaz goude e voe anvet da letanant. Pan eas e dad-kaer, ar jeneral Charles Victor Emmanuel Leclerc, da Saint-Domingue ez eas gantañ.

Perzh a gemeras en expédition de Saint-Domingue hag ur pennad goude e voe kaset gant Leclerc da-gaout ar C'hentañ Konsul en-dro gant un toullad lizhiri.

Graet e gefridi gantañ, setu Girolamo kuit en-dro gant ar fourgadenn l’Épervier a oa en e c'hourc'hemenn, trema enez Martinik. War-dro fin 1802, pa oa adkrog ar brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz e voe roet urzh dezhañ da aozañ an tremen etre lenn-vor Saint-Pierre hag enez Tobago.

 
Elizabeth Patterson e 1804 (tri foltred en unan)

Un toullad mizioù goude, rediet gant ar morlu saoz da baouez e droioù-evezhiañ en em dennas e New York, ma timezas en 1803, hag eñ minor ha hep asant e diegezh, da Elizabeth Patterson, merc'h ur marc'hadour bras eus Baltimore. Kement a zroug ac'h eas er breur impalaer ma reas e seizh gwellañ da derriñ dimeziñ e vreur dre an abeg a vinorelezh, en desped da boan-spered ha da enebiezh Girolamo, a gare e wreg, hag en doa bet ur mab diganti.

E 1805 e tistroas da Vro-C'hall. E-kerzh an dreizhadenn e voe darbet dezhañ kouezhañ etre krabanoù ar Saozon meur a wech.

Tost kenkent e c'houlennas e vreur impalaer outañ mont da Alger da zasprenañ 250 italian eus Genova a oa dalc'het er sklavelezh gant an dey.

 
Dindan boledoù al listri saoz ez eas al lestr Vétéran en bae Konk-Kerne a-drugarez d'ar martolod Furic.

Goude kaset ar gefridi-se da vat e voe savet da gabiten-lestr. E penn ar Vétéran e voe lakaet, eilet gant Emmanuel Halgan, a voe anvet da amiral diwezhatoc'h, ha goude da gomandant ur morlu a eizh lestr a gasas, en 1806, d'ar Martinik. E miz Eost e savas ur barr-avel, ha kaset al listri a bep tu. Ha Girolamo da guitaat e vagad-listri hep goulenn na kemenn, ha da zilezel an amiral Philippe Willaumez evit distreiñ da Vro-C'hall. Redek war e lerc'h a reas listri saoz betek an Inizi Glenan , ma voe saveteet gant ar sturier, Jean Marie Furic, ha dont a reas a-benn da gavout repu e porzh Konk-Kerne, ma chomas ar Vétéran e-pad tri bloaz. Er bloaz-se en-eeun e voe anvet da eilamiral, da briñs gall, gant ur milion a leve, medalennet gant Erer-Meur al Lejion a Enor, ha roet e voe e renk dezhañ en-dro en urzh an hêrezh tiegezhel.

E 1807 e kuitaas ar morlu ha lakaet e voe e penn un rann-arme enni soudarded eus Bavaria ha Württemberg, da vont d'ober brezel ouzh roue Prusia ha da gemer Silezia digantañ. Trec'h e voe hag anvet da jeneral goude Peoc'h Tilsitt.

Roue Westfalen

kemmañ

E miz Eost 1807 e timezas gant ar briñsez Katharina von Württemberg, merc'h da Friedrich Iañ, roue Württemberg, en un eured renket gant an impalaer Napoleon. C'hwec'h devezh goude e oa roet da Girolamo kurunenn Rouantelezh Westfalen, ur rouantelezh verrbad (1807-1813) krouet gant Napoleon diwar meur a stad vihan en hanternoz Alamagn. E Kassel e oa kêr-benn ar rouantelezh-se.

E Gouhere 1816, roue Württemberg a roas d'e vab-kaer an titl a priñs Montfort, a viras pell. E miz eost e voe aotreet da vont, gant e wreg hag e vugale, da kastell Bimbourg, e-tal Vienna, da welout e c'hoar Carolina Buonaparte, intañvez ar roue Joachim Murat. Diwar neuze, betek ken na zistroas da vro-C'hall, e veze o chom pe en ur c'hastell tost da Vienna pe e Trieste.

Distreiñ a reas Girolamo Buonaparte da Vro-C'hall goude dispac'h miz C'hwevrer 1848, ha bevañ a reas e Pariz, en ur ranndi rue d'Alger, 3. Dre ma kreske brud e niz, ar priñs Louis Napoléon, e chome sioul. Pa voe anvet an niz da brezidant avat, gant 6 milion a vouezhioù, e teuas e-maez e doull. D'an 23 a viz Kerzu 1848 e voe anvet da c'houarnour an Invalides ha da v-marichal Bro-C'hall, d'ar c'hentañ a viz Genver1850.

Goude e voe prezidant ar Sened (1851), ha pa voe adsavet an impalaeriezh e voe adlakaet da briñs impalaerel (1852). Emañ e gorf en Invalides e-kichen hini Napoleon.

Embannet eo bet e Mémoires haCorrespondance en 1863.

E diegezh hag e vugale

kemmañ

Serc'hed

kemmañ

Serc'hed e-leizh en devoe Jérôme Bonaparte ha dreist ar re all:

  • Blanche Carrega, eus Genova.
  • ar gontez Truchsess-Waldberg
  • gwreg ar jeneral de Coudras
  • ar gontez Bocholtz
  • ar gontez Lowenstein-Wertheim
  • ar varkizez Azzolino
  • ar gontez Collin de Plancy

Poltred Girolamo

kemmañ

« Le roi est un jeune homme gracieux, maigre avec des cheveux foncés et des yeux noirs. Son aspect a quelque chose de robuste, l'os de la joue est saillant et l'insolence de la jeunesse apparaît sous quelques légers plis déjà formés auprès des yeux. Le menton et une forte nuque rappellent son frère auquel du reste il ne ressemble pas sous les autres rapports. » (d'un témoin occulaire : Moritz von Kaisenberg)

Liammoù diavaez

kemmañ