John André
John André, ganet d'an 2 a viz Mae 1750 ha marvet d'an 2 a viz Here 1780, a oa un ofiser el Lu saoz a voe krouget evel spier gant ar C'hontinental Army e-kerzh Brezel dieubidigezh SUA. Rebechet e voe dezhañ klask sikour ar jeneral amerikan Benedict Arnold (1741–1801) da godianañ gant ar Saozon e kreñvlec'h West Point, e stad New York.
John André | |
---|---|
Ganedigezh | 2 Mae 1750 London Rouantelezh Breizh-Veur |
Marv | 2 Here 1780 Tappan, New York Stadoù-Unanet |
Bez | Abati Westminster |
Feizleunder | Rouantelezh Breizh-Veur |
Lu | British Army |
Remzad | 1770–1780 |
Emgannoù | Brezel dieubidigezh SUA () |
Yaouankiz
kemmañGanet e voe John André e London d'an 2 a viz Mae 1750, mab da Antoine André, ur marc'hadour protestant pinvidik deuet eus Geneva (Suis) ha d'e wreg Marie-Louise Girardot eus Pariz (Bro-C'hall).
Skoliataet e voe e St Paul's School ha Wesminster School e Londrez, hag e Geneva.
E-pad ur prantad berr e voe dimezet d'ar skrivagnerez Honora Sneyd (1751–1780) ; biskoazh ne voent euredet avat.
E 1770, oadet a 20 vloaz, ez eas da soudard er British Army ma voe anvet da letanant er 7vet rejimant Troadeien (Royal Fuzileers) dindan urzhioù Lord Robert Bertie (1721–1782) betek 1754, hag al letanant-jeneral Richard Prescott (1725–1788) da c'houde, e Kanada Breizhveuriat.
Remzad
kemmañE miz Du 1775, al letanant John André a voe paket e Fort Saint-Jean (Québec) gant ar jeneral amerikan Richard Montgomery (1738–1775) ha dalc'het e Lancaster]] (Pennsylvania). Dre m'en devoa roet e c'her da na dec'hout kuit e voe lezet da vourrañ e kêr betek ma voe lakaet en e frankiz en-dro e 1776, en eskemm ouzh ur prizoniad amerikan.
D'an 18 a viz Genver 1777 e voe anvet da gabiten er 26vet Troadeien, ur rejimant skosat.
Dre ma oa barrek war an tresañ, al livañ, ar c'hanañ hag ar sevel gwerzennoù fentus e voe brudet ha karet koulz e metoù an drevadennerien hag e hini an Amerikaned e Philadelphia hag e New York dalc'het gant al Lu saoz. Ur skrivagner e voe ivez, ha kalz eus lizheroù ar jeneral saoz Sir Henry Clinton (1730–1795) a voe skrivet gantañ. Dre e youankiz e London hag e orin e ouie alamaneg, galleg hag italianeg ouzhpenn ar saozneg.
Gantañ e voe prientet ar Mischianza ("kemmesk" en italianeg), ur gouel a voe e Philadelphia d'an 18 a viz Mae 1778 en enor d'ar jeneral saoz Sir William Howe (1729–1814) hag en devoa roet e zilez evit distreiñ da Vro-Saoz.
E-pad tost da nav mizvezh e chomas John André e ti an Amerikan Benjamin Franklin (1706–1790) ; diwar urzh ar major-jeneral saoz Charles Grey (1729–1807) e kasas traezoù prizius gantañ pa guitaas Breizhveuriz kêr Philadelphia d'an 18 a viz Mezheven 1778. E-touez ar preizh e oa ur poltred eus B. Franklin gant al livour saoz Benjamin Wilson (1721–1788), a voe restaolet gant diskennidi ar major-jeneral da SUA e 1906 da geñver 200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar skiantour meur ; en Ti Gwenn emañ ar poltred bremañ[1].
Spier
kemmañE 1779, oadet 29 bloaz, e voe anvet John André da adjudant-jeneral al Lu saoz en Amerika, gant ar renk a vajor. E miz Ebrel e voe fiziet ennañ Servijoù Kuzh Breizh-Veur en Amerika. Bloaz goude, e 1780, e kemeras perzh e seziz Charleston (South Carolina), kentañ kammed ar jeneral Clinton en aloubadeg ar Su.
En hevelep mare avat e oa bet J. André o kevraouiñ gant penn kreñvlec'h West Point, ar jeneral amerikan Benedict Arnold, dre hanterouriezh Peggy Shippen, gwreg ar jeneral. Ken disouezhet e oa B. Arnold ma asantas kodianañ West Point d'ar Saozon en eskemm ouzh 20 000 Lur saoz (3 739 063 $ e 2019[2], da lavarout eo 3 400 528 €[3]), ar pezh a roje tro d'ar British Army da zisrannañ Bro-Saoz Nevez diouzh ar peurrest eus an trevadennoù.
D'an 20 a viz Gwengolo 1780 ez eas John André war bourzh al lestr-brezel saoz Vulture da bignat gant ar stêr Hudson davet B. Arnold. En noz war-lerc'h ez eas ur vagig bet pourchaset gant ar jeneral betek ar Vulture, kaset gant Joshua Hett Smith ; daou vreur a oa ouzh ar roeñvoù. Da J. H. Smith e oa bet lavaret un dra bennak gant B. Arnold a-zivout pal an droiad, ha gevier e oa : ur gefridi a-du gant an emsav amerikan e vije ; pa savas arvar en daou vreur e voent gourdrouzet gant ar jeneral, a lavaras o herzel. Pan erruas J. André war glann gleiz ar stêr e teuas ar jeneral war varc'h d'e gerc'hat, en ur gas ur marc'h all evit e gouviad. Kendiviz a voe etre an daou zen er goadeg e-kichen kêr Stony Point betek tarzh-an-deiz. Goude-se e voe ambrouget B. Arnold gant J. André betek ti J. H. Smith e West Haverstraw, e Stad New York hiziv[4].
D'an 22 a viz Gwengolo, da veure, soudarded hag a oa war glann dehoù ar stêr Hudson dindan urzhioù ar c'horonal amerikan James Livingston (1747–1832) a dizhas ar Vulture a-daolioù kanolioù ; ret e voe d'al lest saoz tec'hel kuit en ur lezel John André war e lerc'h.
Ar jeneral Arnold a sikouras gant J. André evit treuziñ linennoù al Lu amerikan, dre bourchas dezhañ dilhad nann-soudard hag ur paseporzh en anv "John Anderson". Ouzhpenn-se e roas dezhañ c'hwec'h paperenn dornskrivet gantañ hag a ziskoueze penaos kemer kreñvlec'h West Point, ar pezh a oa didalvez peogwir e ouie dija ar jeneral saoz Clinton a-zivout stumm ha difennoù al lec'h.
D'an 23 a viz Gwengolo en em gavas an tec'her e-kichen Tarrytown (Stad New York hiziv) pa voe harzet gant tri den armet, anvet John Paulding, Isaac Van Wart ha David Williams. Abalamour ma oa gwisket unan anezho gant mantell ur soudard alaman e kredas da J. André e oant Amerikaned feal d'ar gurunenn saoz[5]. Pa lavaras dezho e oa un ofiser breizhveuriat anezhañ e responjont e oant Amerikaned hag e oa ar marc'heger o frizoniad. Neuze e lavaras J. André dezho e oa un ofiser amerikan anezhañ, en ur ziskouez e baseporzh : diouzhtu e savas arvar en tri den, furchet e voe o frizoniad ha kavet paperoù Benedict Arnold en e loer ; Paulding hepken a ouie lenn, met ne welas ket trubarderezh ar jeneral amerikan.
John André a ginnigas dezho e varc'h hag e eurier en eskemm ouzh e frankiz, met nac'het e voe ar gwin-marc'had pa gomprenas Pauling e oa ur spier eus an den o devoa paket. Kaset e voe J. André da benngarter al Lu amerikan e Sand's Hill (Armonk, New York, hiziv) nepell diouzh North Castle war bevenn Connecticut.
E North Castle e voe bac'het ar prizoniad a-raok bezañ kaset a-dreuz ar stêr Hudson betek Tappan, ma anzavas piv e oa e gwirionez.
Mat e voe an traoù evit John André pa zivizas al letanant-koronal James Jameson (1751–1810) e gas d'ar jeneral Arnold. Trenkaat a rejont avat pa zeuas ar major Benjamin Tallmadge (1754–1835), penn servijoù kuzh al Lu amerikan, da c'houlenn ma vije dalc'het ar prizoniad : gouzout a rae Tallmadge e oa un ofiser uhel el Lu amerikan war-nes treiñ war-du Breizhveuriz, met ne ouie ket c'hoazh piv e oa. Ne oa ket al letanant-koronal Jameson evit krediñ e c'hellje Benedict Arnold bezañ un treitour d'e vro, neuze e kasas ar c'hwec'h paperenn a oa bet gant John André d'ar jeneral George Washington, hag e kasas keloù d'ar jeneral Arnold diwar-benn kement a oa o c'hoarvezout. Ne felle ket da J. Jameson e vije foeltret e red-micher en arme en abeg m'en devije kredet e gaou e oa un trubard eus e jeneral.
Goude resevet ar c'heleier e tec'has Benedict Arnold war-du Breizhveuriz. Dizale ez erruas G. Washington e West Point : souezhet e voe pa welas e oa bet lezet difennoù al lec'h da vont war ziskar, ar pezh a oa un tamm eus raktres B. Arnold e gwirionez ; souezhet ha brouzet ivez e voe pa ne oa ket deuet Benedict Arnold d'e zegemer. Un eurvezh bennak diwezhatoc'h e resevas displegadennoù digant ar major Tallmadge ; soudarded a voe kaset da herzel an trubard, en aner avat.
Ur c'hengor 14 ofiser uhel hag ur barner a voe bodet gant G. Washington da zivizout diwar-benn ar Saoz John André. Evit en em zifenn e vreutaas hennezh e oa bet o lorbiñ un ofiser enebour, ar pezh a lavaras bezañ ur gorvigell-vrezel ; ne glaskas avat teurel ar bec'h war B. Arnold. Lavarout a reas ivez en devoa gwir da dec'hout kuit gant dilhad nann-soudard peogwir e oa ur prizoniad-brezel. Disklêriañ a reas ne oa ket bet e-sell da dreuziñ linennoù al Lu amerikan.
D'an 29 a viz Gwengolo 1780 e voe tamallet dezhañ bezañ bet a-dreñv al linennoù amerikan, treuzwisket ha dindan ur falsanv, ar pezh a rae ur spier anezhañ, ha dre lezennoù ar brezel er bed e ranke bezañ kondaonet d'ar marv.
Sir Henry Clinton, a oa o terc'hel New York, a reas kement a c'hallas evit saveteiñ e warezed ar major John André, met nac'hañ a reas ouzh an Amerikaned daskor ar jeneral Benedict Arnold dezho, daoust ma ne oa ket evit gouzañv an den-se.
John André a c'houlennas digant G. Washington bezañ fuzuilhet evel un denjentil kentoc'h eget bezañ krouget evel un torfedour, hogen krouget e voe evel ur spier hervez lezennoù ar brezel d'an 2 a viz Here.
Levrlennadur
kemmañ- (en) Sargent, Winthrop : The Life and Career of Major John André, Adjutant-General of the British Army in America, Wentworth Press, 2019 (ISBN 978-0-530-53162-5)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Marcius D. Raymond : David Williams And the Capture of Andre'. Kavet : 23/09/2019.
- (en) Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 23/09/2019.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) 'Virtual Marching Tour of the American Revolutionary War'. Kavet : 29/09/2019.
- ↑ (en) Eric W. Nye, Pounds Sterling to Dollars: Historical Conversion of Currency'. Kavet : 23/09/2019.
- ↑ (fr) 'Convertisseur dollar/euro'. Kavet : 23/09/2019.
- ↑ Treason House ("Ti an Trubarderezh") e voe lesanv ti J. H. Smith betek ma voe diskaret e 1921.
- ↑ Hessian soldiers a raed eus soudarded alaman deuet eus landgraviezh Hessen-Kassel ha landgraviezh Hessen-Hanau da servijout ar British Army en Amerika.