John Heartfield
Helmut Herzfeld, anvet ivez John Heartfield. (19 a viz Even 1891 eBerlin-Schmargendorf, 1891 - 26 a viz Ebrel 1968 e Berlin) a oa ul livour hag ul luc’hskeudenner alaman.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
Anv e yezh-vamm an den | John Heartfield |
Anv ganedigezh | Helmut Herzfeld |
Anv-bihan | John, Helmut |
Anv-familh | Heartfield |
Lesanv | John Heartfield |
Deiziad ganedigezh | 19 Mez 1891 |
Lec'h ganedigezh | Schmargendorf |
Deiziad ar marv | 26 Ebr 1967 |
Lec'h ar marv | Berlin ar Reter |
Lec'h douaridigezh | Dorotheenstadt Cemetery |
Tad | Franz Herzfeld |
Breur pe c'hoar | Wieland Herzfeld, Charlotte Herzfeld, Hertha Herzfeld |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg, saozneg |
Tachenn labour | photomontage, luc'hskeudennerezh, graphics, political satire, Arzoù ar gweled |
Deroù ar prantad labour | 1910 |
Dibenn ar prantad labour | 1968 |
Strollad politikel | Strollad Komunour Alamagn |
Partner in business or sport | Wieland Herzfeld |
Luskad | Dada |
Ezel eus | Academy of Arts of the GDR |
Prizioù resevet | Urzh Karl Marx, Patriotic Order of Merit in Gold, National Prize of East Germany |
Dileuriet gant | Artists Rights Society |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right represented by CISAC-member |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Teuliad arzour e | Philadelphia Museum of Art Library and Archives |
Brudet eo gant e begadurioù a-enep an naziegezh. Dedennet e oa gant ar varksouriezh, mignon da George Grosz e oa, hag a-drugarez dezhañ e tizoloas al luskad dada e 1918. Nepell goude ar Foar dada etrevroadel gentañ (1920) e krogas gant e begadurioù (diazezet war luc’hskeudennoù), hag e tilezas al livañ. Ezel ar strollad komunour alaman (KPD) eo bet, ha meur a skritell enepnazi en deus savet. Labourat a reas ivez evit ar gelaouenn Arbeiter Illustrierte Zeitung (A.I.Z.) e 1930 : skeudenniñ golo ar gelaouenn eo ar pezh a rae. Kement a startijenn a oa gant e begadurioù ken e lavars Aragon e oa Heartfield “skouer an arzour enepfaskour.” E 1933 e rankas tec’hout war-du Polonia. A-raok ma vefe aloubet ar vro-se gant an nazied e tec’has war-du ar Rouantelezh-Unanet, eno e chomas etre 1938 ha 1949. Goude-se e tistroas d’e vro hag e 1950 en em stalias e Berlin ar Reter. Eno e kendalc’has da sevel skritelloù ha kinkladurioù evit Berliner Ensemble hag evit Deutsches Theater betek ma varvfe e 1968.
E vuhez
kemmañE vugaleaj
kemmañHelmut Herzfeld a zo mab henañ ur familh a bevar bugel. E dad, Franz Herzfeld e anv, a oa skrivagner. Anvet e oa e vamm Alice Herzfeld. E 1895 e voe kondaonet e dad d’an toull-bac’h. Neuze e tilojas ar familh da Suis, ha goude-se da Salzburg (Aostria). E 1899 ez eas e dud diwar-wel (hiziv an deiz ne ouezer ket perak c’hoazh), en ur leuskel o bugale wra o lerc’h. Ar vugale a voe degemeret gant ur familh-degemer.
Deskiñ ar vicher
kemmañHelmut Herzfeld a zeskas ar vicher levrier e 1905 e Wiesbaden, ha war un dro ez eas da skol arzoù-pleustrek Munich etre 1908 ha 1911. Adalek 1912 e labouras evel grafour en ur stal vruderezh er memes kêr. Ouzhpenn da se e krogas da studiañ an arzoù hag an artizanelezh e skol Charlottenburg. E 1915 e reas e servij-soudard, hag er memes bloavezh, e kejas gant George Grosz.
Heartfield, an embanner
kemmañAdalek 1916 e voe anvet « John Heartfield ». Lakaet en doa kemm en e anv gant ar pal diskouez e oa a-enep ar vroadelourien alaman. Er bloavezhioù da heul e krouas, asambles gant e vreur Wieland Herzfeld, an ti-embann Malik, staliet e Berlin.
Etre miz Mae ha miz Even 1916 e savas lizherennerezh div gelaouenn sizhuniek anvet «Neue Jugend» ha «Kleine Grosz-Mappe». E 1917 e savas gant George Grosz ur fiñvtresadenn anvet «Pêr e St Nazer», diwar c’houlenn Militärische Bildstelle (aozadur prestiñ filmoù evit ar soudarded). Emezeliñ a reas er strollad komunour (KPD) e d’an 31 a viz Kerzu 1918. Goude-se e labouras alies evit ar gelaouenn Rote Fahne (ar banniel ruz). Adalek 1919 e kemeras perzh e dada e Berlin, hag anavezet voe evel “keflusker dada”. E miz Ebrel 1920 e lakaas embann « Dada 3 », asambles gant George Grosz et Raoul Hausmann. E miz Even e kemeras perzh en diskouezadeg dada kentañ, e Berlin. Er memes bloavezh e lakaas embann al levr «der Kunstlump», savet gantañ ha gant George Grosz.
Mestr ar pegadurioù luc’hskeudennoù
kemmañEn 1924 e lakaas embann e begadur luc’hskeudennoù anvet « Väter und Söhne 1924 » (tadoù ha mibien 1924): pegadur luc’hskeudennoù politikerezh kentañ Heartfield eo. War ar skeudenn e weler ar Jeneral Paul von Hindenburg a-dreñv korfoù-eskern soudarded. Ur bagad bugale gant unwiskoù ha fuzuilhoù, a denn warno. E 1929 e lakaas embann al levr skeudennoù « Deutschland, Deutschland über alles », savet gantañ ha gant Kurt Tucholsky. E 1930 e labouras evit ar gelaouenn Arbeiter-Illustrierten-Zeitung (AIZ), hag evit « Die Volks-Illustrierte » (VI) adalek 1936. Enno e lakaas embann e begadurioù luc’hskeudennoù betek 1938. Etre 1931 ha 1932 edo o chom en Unvaniezh Soviedel, hag eno e labouras war raktresoù liesseurt (diskouezadegoù, pezhioù-c’hoari).
Bloavezhioù harlu
kemmañPa voe tapet ar galloud gant an nazied e voe furchet e di gant SA, neuze e tec’has war-du Polonia e 1933. E Praha e kendalc’has gant e labour embann pegadurioù luc’hskeudennoù diwar-benn stad an traoù en Alamagn. Unan eus e oebrennoù brudetañ eo « Millionen stehen hinter mir ». Warni e weler Hitler o saludiñ en doare nazi hag o astenn e zorn a-benn resev argant. E oberennoù all a voe brudet ivez, hag embannet e kazetennoù an tu kleiz pe war skritelloù ar strollad komunour. Divroet e voe e 1934. Goude-se e kemeras perzh Heartfield en un diskouezadeg flemmskeudennoù aozet gant Kreizenn arzoù Mánes e Praha. E-kerzh e harlu e voe diaes dezhañ labourat, abalamour d’u lizher klemmoù savet gant kannad Alamagn. Goude aloubidigezh ar Sudet e voe sikouret gant kefredourien saoz hag e tec’has war-du ar Rouantelezh-Unanet d’ar 6 a viz Kerzu 1938. Eno e chomas betek 1949. Adalek 1940 ez eas e yec’hed war fallaat.
Akademiezh arzoù Berlin ar Reter
kemmañD’an 31 a viz Eost 1950 e tistroas Heartfield d’e vro, en DDR. E Leipzig edo o chom betek 1956. Asambles gant e vreur Wieland Herzfeld e labouras evit c’hoarivaoù, tiez-embann hag aozadurioù DDR. E 1951 hag e 1952 e c’houzañvas mougadurioù ar galon. Rankout a reas gortoz betek 1954 a-raok adkregiñ da labourat. E miz Even 1954 e c’houlennas ar skrivagner Stefan Heym ma vefe degemeret Heartfield en Akademiezh an arzoù. E 1956 e tilojas Heatfield da Verlin, hag e voe dilennet en akademiezh alaman arzoù Berlin. D’ar 7 a viz Here 1957, e-kerzh ur veaj da Sina, e resevas priz broadel al lennegezh hag an arzoù a-berzh kannad DDR. Anvet e voe da gelenner e 1960. E 1962 e voe klañv-fall en-dro. Er memes bloavezh e voe embannet «John Heartfield, e oberenn hag e vuhez» gant e vreur. John Heartfield a varvas e 1968 e Berlin ar Reter, d’an oad a 76 vloaz.