Kanaouennoù eo an anv roet d'un dastumad kanaouennoù e peder levrenn savet gant Roparz Hemon. An darn vrasañ anezho zo troet, pe gentoc'h azasaet, diwar meur a yezh, hag embannet e oant bet e-barzh Ar Bed Keltiek.

Al levrennoù

kemmañ
  1. 25 Kanaouenn, Mouladurioù Hor Yezh, 1983
  2. Kanaouennoù (eil levrenn), Mouladurioù Hor Yezh, 1985
  3. Kanaouennoù (trede levrenn), Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  4. Kanaouennoù (levrenn IV), Hor Yezh, 1995

Al levrenn gentañ

kemmañ

An eil levrenn

kemmañ

Ur rakskrid zo gant Pêr Denez.

  1. Derc'hel a ran soñj, Itron — « ton diwar zanvez ton ur ganaouenn-bobl a Vro-Saoz »
  2. Nozvezh sioul, nozvezh kaer — « ton alaman : Still Nacht, heilige Nacht... »
  3. Ha te 'oar-te ? — « komzoù hervez Wilhelm Hey, ton doare ton-pobl alaman »
  4. Karolina — « hervez ur ganaouenn-bobl a Vro-Italia »
  5. Un dousennad gwrac'hed kabac'h — « hervez ur ganaouenn-bobl a Vro-Flandrez »
  6. An erc'h — « hervez un ton alaman euz ar 16vet kantved : Es ist ein Schnee gefallen'' »
  7. Steredenn gaer — « ton gant P. Nicolai » [1]
  8. Ar pabor — « Tirolianenn. Kanaouenn gozh a Vro-Stiria »
  9. Luskellerezh — « hervez ur son aostrian : Still, still, still, weil's Kindlein schlafen will »
  10. An ti kozh 'kreiz al lann — « hervez ton Old Folks at Home, gant S. C. Foster, 1826-1864 » [2]"
  11. An tabouliner bihan — « hervez ur ganaouenn alaman »
  12. N'eus tan a ve ken loskus — « Kanaouenn-bobl a Vro-Silezia : Kein Feuer, keine Kohle »
  13. Me 'gar Filo — « war don So Early in the Morning, kanaouenn-bobl eus ar Stadoù-Unanet »
  14. Ar goañv zo tremenet — « Der Winter ist vergangen... Beuregan alaman eus ar Grennamzer »
  15. Kleierigoù — « ton ha komzoù hervez ar ganaouenn saoz : Jingle Bells »
  16. Ar c'hraou Nedeleg — « hervez an ton saoz Good King Wenceslas »
  17. Er prenestr ahont — « Dort in den Weiden steht ein Haus, A. W. von Zuccalmaglio » [3]
  18. Dor ar burzhud aour — « war un ton-pobl a Vro-Spagn »
  19. Kleier Nedeleg — « wardon un Nouel alaman eus an 17vet kantved »
  20. Ar miliner drant — « Kanaouenn-bobl a Vro-Saoz »
  21. An daboulin vleuniek — « Kanaouenn-bobl a Vro-Sina »
  22. An dabuterien laouen — « ton-koroll alaman dastumet e derou an 19vet kantved »
  23. O vont da Rio — « hervez ar ganaouenn saoznek : Rio Grande »
  24. Kan an hentoù — « ton aozet diwar don ar ganaouenn saoz : All among the Barley, gant Elizabeth Stirling, 1819-1895 »
  25. O tregas fall — « Ton kozh a Vro-Saoz : Begone, dull care... »


An trede levrenn

kemmañ

Ar pevare levrenn

kemmañ

Ur rakskrid zo gant Pêr Denez.

  1. An dluzhenn, troet diwar Die Forelle, gant Franz Schubert (1797-1828);
  2. Kan-bale Arzhur, adaozet diwar Barzhaz Breizh Kervarker;
  3. Karantez den a zo levenez verr, diwar Giovanni Battista Martini (1706- 1784);
  4. Luskellerez d'ar mabig Jezuz, hervez un nouelennn-bobl eus Brazil;
  5. Jani, diwar I dream of Jeanie, gant Stephen C. Foster, met Jeanie with the Light Brown Hair eo anv ofisiel ar ganaouenn saoznek;
  6. Pelec'h bennak, diwar ur pezh eus ar c'hoarigan Semele, gant Georg Friedrich Händel (1685- 1759), hervez komzoù William Congreve (1670–1729) ;
  7. Ar galon start, diwar Muss i denn, kanaouenn a Souabia;
  8. Soazig hag he mamm, diwar ur ganaouenn-bobl eus Frankoni;
  9. Bageerien ar Volga, kanaouenn a Rusia;
  10. Karantez kollet, ton a Duringia
  11. Ho taoulagad du, hag Ho taoulagad glas, a zo war un ton anavezet dre-holl;
  12. Dit hepken, war un ton alaman eus ar XVvet kantved;
  13. Bremañ ma vin diskaret, diwar Ah! che la morte ognora..., eus Il Trovatore, gant Giuseppe Verdi;
  14. Nozkan, diwar Franz Schubert (1797-1828);
  15. Kenavo, diwar Auld Lang syne, kanaouenn hollvrudet a Vro-Skos;
  16. Merc'hed, dre druez, diwar Voi, che sapete, eus ar c'hoarigan Nozze di Figaro, gant Wolfgang Amadeus Mozart.
  17. Danevell ar Graal, diwar Lohengrin, gant Richard Wagner;
  18. Malbroug a ya d'ar brezel, diwar ur son c'hallek
  19. Inizi an hud; skrivet eo el levr savet diwar ton Pagan Love Song: met hennezh zo anv ur film war gan, gant Robert Alton e 1950, gant-se eo meur a ganaouenn zo er film ;
  20. Abardaez, diwar Still ruht der See, gant Heinrich Pfeil (1835-1899) (fallskrivet Pfei)
  21. O deus, o nevez-amzer, diwar Komm, lieber Mai, und mache die Bäume wieder grün, ton gant Wolfgang Amadeus Mozart, diwar ur ganaouenn-bobl, komzoù hervez Christian Adolph Oberbeck.
  22. Kanenn-veur ar pobloù gwasket, ton gant Roparz Hemon marteze;
  23. Luskellerezh, diwar Guten Abend, gute Nacht, mit Rosen bedacht, gant Johannes Brahms;
  24. Bageergan (skrivet bageeran dre fazi), diwar Santa Lucia (kan): Sul mare luccica l'astro d'argento;
  25. Glav 'ra, glav 'ra berjerenn, diwar ur ganaouenn c'hallek gant Fabre d'Eglantine.

Notennoù

kemmañ
  1. Philipp Nicolai (1556-1608), pastor, barzh ha sonaozour alaman.
  2. Stephen Collins Foster (1826-1864), "tad ar sonerezh stadunanat".
  3. Anton Wilhelm von Zuccalmaglio (1803-1869), barzh alaman a orin italian ha nederlandat.