Kanol an Il hag ar Renk
Kanol an Il hag ar Renk zo ur ganol etre ar stêrioù Il ha Renk, e biz Breizh.
Unan eus adstêrioù ar Gwilen eo an Il, ha kemberiñ a ra gant ar stêr-se e Roazhon. Redek a ra he dour war-zu ar c’hreisteiz. Ar stêr Renk, hi, a red he dour trema an hanternoz, d’en em deurel e Mor Breizh, etre Sant-Maloù ha Dinarzh. Gant ar ganol eo liammet kêrioù Roazhon ha Sant-Maloù, dre un hent dour 84,8 km e hed.
Teir lodenn zo : al lodenn gentañ, etre Roazhon ha Mousterel-an-Il, n’eo nemet ar stêr Il, kanoliet. Un eil lodenn, adalek Mousterel betek Evrann, zo ur gwir ganol, gant skluzioù e-leizh e Hazhoù-Bazeleg. En trede lodenn, goude Evrann, e heuilh ar Renk hag en em daol er stêr-se.
Tremen a ra ar ganol a-dreuz 28 kumun, 16 anezho en Il-ha-Gwilen ha 12 en Aodoù-an-Arvor.
Istor
kemmañPell zo e oa ar soñj da gaout kanolioù e Breizh. Goude ren ar roue Loeiz XIV, pa oa bet gronnet ar vro meur a wech gant listri Bro-Saoz, e voe studiet gant Stadoù Breizh penaos e c’hallfed kleuziañ ur rouedad kanolioù dre ar vro. E 1784 e voe graet kinnigoù d’ar roue Loeiz XVI. Ha dibabet e voe gant hemañ, e-touez ar raktresoù, an hini da liammañ Mor Breizh ouzh ar Mor Atlantel, dre ur ganol etre Sant-Maloù ha Roazhon hag ar stêr Gwilen goude-se.
Ne voe ket kroget diouzhtu gant al labourioù hag abalamour d’an Dispac'h Gall, n’eo nemet e deroù an XIXvet kantved e voe roet lañs d’ar raktres da vat gant ar c’hoñsul Napoleon Bonaparte, dre un dekred eus an 11 a viz C’hwevrer 1804. Padout a reas al labourioù betek diskar-amzer 1832 ha kaset e voent da benn gant labourerien eus ar vro, dreist-holl. Soudarded ha prizonidi brezel eus Spagn a gemeras perzh enno ivez.
En XXvet kantved e voe graet nebeutoc’h-nebeutañ gant ar ganol evit kas marc’hadourezh etre Roazhon hag aod Mor Breizh ha muioc’h-mui gant an tren. Bremañ ne vez implijet ar ganol nemet evit ar blijadur, gant bigi pe gant tud o kerzhet a-hed ar ribloù.
Liammoù diavaez
kemmañ- Institution du Canal d’Ille-et-Rance Manche Océan Nord (lec’hienn ofisiel an aozadur a ra war-dro ar ganol) (e galleg hepken)
- La Maison du Canal (kevredigezh a bled gant glad istorel ha naturel ar ganol, diazezet e Hazhoù-Bazeleg)