Degemer mat war wikipedia e brezhoneg --Fulup 23 Aug 2005 à 13:31 (UTC)

Degemer mat ivez ! --Paotr 23 Aug 2005 à 13:36 (UTC)

  • Salud dit Neert. Talvoudus-tre, ha plijus, eo ar pennadoù a savez diwar-benn pennoù-bras ar bed. Deskiñ a ran kalz a draoù ganit. Er mare-mañ, diouzh ma zu, e klaskan klokaat pennadoù ar milvedoù, ar c’hantvedoù, hag ar bloavezhioù. Mont a ra war-raok tamm-ha-tamm. HIziv eo bet echuet brezhonekaat an etrefas penn-da-benn. Lakaet em eus ur gerig en Wikipedia:Deizlevr. Penaos e kavez an traoù ? --Fulup 11 Du 2005 da 14:44 (UTC)Respont

Kudenn deizadur

kemmañ

Bloavezhioù

kemmañ

cheñchamantoù zo bet degaset e patromoù ar bloavezhioù : e-lec'h Degadoù > Dekvedoù e-lec'h Ganedigezhioù e 2222 > Ganedigezhioù 2222 e-lec'h Marvioù e 2222 > Marvioù 2222 Diwall pa grouez bloavezhioù nevez da implijout ar patrom nevesañ (re ar bloavezhioù 2000 zo mat) A-hend-all n'eus ket da skrivañ netra er rummadoù ganedigezhioù ha marvioù. Pa vo savet ar pennad diwar-benn Evo Morales e vo ret mekañ ar rummad Ganedigezhioù 1959 en e bennad hag e yay e anv d'en em renkañ er rummad-se e-unan. --Fulup 26 Gen 2006 da 18:44 (UTC)Respont

Dilennit ho merourien

kemmañ

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

Porched ar bed sinaat

kemmañ
  • N'eo ket diaes a-benn ar fin. Bet ont o welet e galleg, keñveriet em eus gant ar yezhoù all ha divizet em eus labourat diwar ar galleg peogwir e oa ar patrom bravañ. Hini an arabeg a blije din ivez met re labourus e vije bet din klask azasaat anezhañ. Eilet em eus ar patromoù gallek, troet em eus an traoù. Goude em eus klasket er c'helc'hgeriadur ar pennadoù a denne da Sina (gant skoazell ar rummmadoù) hag ouzhpennet em eus al liammoù war pajenn ar porched. A-benn ar fin, war tachennoù zo e krogomp da gaout un niver a bennadoù n'eo ket dister ken. Ur mennozh mat eo ar porchedoù evit talvoudekaat labour an holl pa vezont skeudennaouet kaer rak reiñ a ra c'hoant d'an dud mont war-raok ha lenn ar pennadoù. Diwezhat e oant aet da gousket ivez...

--Fulup 4 C'hwe 2006 da 11:06 (UTC)Respont

Evel Fulup e kredan lavaret e vez talvoudus ar portalioù. Sellit ouzh ar gaozeadenn Porched ar bed sinaat. Gwir eo e vez ret mont da gousket pelloc'h pa vez savet ur portal e-unan.

rummadoù genel/mervel

kemmañ
  • Ne welan kudenn ebet. Skrivet mat e oant bet ganit er pennadoù. Ar pezh zo, e oant e ruz rak ne oant ket bet krouet c'hoazh. Reizh eo. Evit krouiñ anezho e rankez klikañ warno ha renkañ anezho er rummadoù all zo ezhomm a-dreñv. Evit gouzout pelec'h enrollañ anezho, digor un eil wiki ha tap ur skouer forzh pelec'h, da vezañ azasaet (boas on da implijout Gandhi). --Fulup 2 Meu 2006 da 18:50 (UTC)Respont

special:Allmessages

kemmañ
  • Dear Neert! I want to inform you about a special platform to translate the MediaWiki interface in many languages:
  1. please log in first
  2. choose « ‎Brezhoneg‎ · br: » as user interface language
  3. go to [1] and / or [2]

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

kemmañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:18 (UTC) (Merour)Respont

Kartenn ar Wikipedourien

kemmañ

Ouzhpennet em eus ac'hanout war ar gartenn : Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien. Fulup 9 Kzu 2006 da 15:20 (UTC)Respont

Demokratelezh

kemmañ

[[3]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 10:14 (UTC)Respont

Pennadoù nevez

kemmañ

pa saver pennadoù nevez, ret eo menegiñ titl ar pennad e penn-kentañ ar pennad e druz hag ouzpennañ liammoù etrewiki. Klask a ranker ivez rummata ar pennadoù. Mar fell dit kenderc'hel da labourat trenkil war ur pennad bennak, bez e c'hellez lakaat warnañ ar patrom Patrom:LabourAChom dre skrivañ {{LabourAChom}}. Ne rez ket bil forzh penaos, desket e vez tamm-ha-tamm. Kalon vat dit ha spi am eus e vo gwelet ac'hanout o labourat mui-ouzh-mui war ar raktres-mañ. Merour (Neal) (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 19:05 (UTC)Respont

Kemenn votadeg

kemmañ

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:29 (UTC)Respont


Rummadiñ

kemmañ

Demat. Un ali pouezus: arabat disoñjal rummadiñ pa savez ur pennad. Gw. da skouer : CIA, Pouldouran. Gw. : amañ. Trugarez, Benoni 9 Ebr 2007 da 11:36 (UTC)Respont

Pennad eus an dibab

kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:45 (UTC)Respont

SUA

kemmañ

Gant ur bot n'eo ket kalz labour  .--  Benoni (Kaozeadenn) 4 Gen 2008 da 13:44 (UTC)Respont

Skolioù divyezhek

kemmañ

Mont a rez da embann amañ hag ahont pegement a vugale zo er skolioù divyezhek. Mat-kaer. Kouslkoude , pa seller a dost, n'eus ket skolioù divyezhek e Breizh, pe neuze re Diwan hepken (ur skol-stad divyezhek a vije e Lannuon, a gredan, pa'z eo divyezhek an holl glasoù enni) .
Kemeromp skouer, Lanniliz. Sur eo ez eus ur skol divyezhek aze? Pehini? An hini gatolik pe an hini-stad, pe hini Diwan? An teir, pe div anezho hepken, peogwir ez eus kaoz eus skolioù? Da belec'h ez a ar skolidi all? 34,2% er skolioù divyezhek evit-doare. Ur skol unyezhek zo evit ar re all?
Ret eo termeniñ petra eo ar skolioù divyezhek: skolioù a ya en-dro en div yezh, pe gant ur c'hlas divyezhek bennak enno? Rak anaout a ran ivez skolioù ken divyezhek all, ha ne venegez ket, hag ur c'hlas saoznek-gallek enno. A galon. Bianchi-Bihan 23 Gen 2009 da 18:37 (UTC)Respont

Marteze e c'halli lenn kement-mañ: http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Wikipedia%3AKumuniezh%2FAn_davarn%2Fsizhunvezh_03_bloaz_2009&diff=442271&oldid=438656 Bianchi-Bihan 25 Gen 2009 da 08:53 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

 Galvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:41 (UTC)Respont

Fazi ganin, n'em boa ket gwelet. Bianchi-Bihan 3 Gwe 2009 da 14:49 (UTC)Respont

E ser an dilennadeg

kemmañ

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[4]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[5]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[6] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[7] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:05 (UTC)Respont

Demat, campagne Wikimedia CAT

kemmañ

Mes plus humbles excuses, ma connaissance du breton est très limitée dans l'immédiat, et surtout pour cette intrusion qui j'espère ne sera pas trop fâcheuse. Je suis Claudi Balaguer/Capsot de l'association "Amical de la Viquipèdia" de la Viquipèdia catalane et aussi actif sur le Wikiccionari occitan et je fais le tour des Wikipedias afin de rechercher le support le plus important afin d'infléchir la politique actuelle des Chapters qui vise à n'accepter, théoriquement, que les organisations représentant un état et qui a rejeté jusqu'à présent la demande de l'Association. Pour cela il suffit de coller l'étiquette suivante sur la page d'usager: Wikimedia CAT. Pour davantage d'information sur les Chapters: secció local de Wikimedia. Votre/Ton soutien est fondamental pour faire avancer et bouger les choses, nous nous tenons à votre disposition pour vous aider également. Pour plus d'informations sur notre association: Amical Viquipèdia. Trugarez et mille fois pardon pour cette intrusion. En vous/te souhaitant un excellent été doux et ensoleillé, cordialement, kenavo! -- Capsot 15 Mez 2010 da 11:36 (UTC)Respont

Hi

kemmañ

Hi Neert, saw you blanking some articles. Is it because it needs to be deleted? --Bencmq 26 Eos 2011 da 13:55 (UTC)Respont

Logo an Ofis

kemmañ
 
Logo 1.
 
Logo 2.

Demat,

Emaon o tiverkañ restroù dizimplij/hep rummad/hep aotre/dija war Commons/hag all. Gwelet m’eus Restr:OFIS-LIV-2.gif, ne oa ket mat Restr:LogoOfis.jpg ? Ezhomm zo an daoù restr ?

A galon, VIGNERON 8 Kzu 2011 da 09:57 (UTC)Respont

Unanderennoù

kemmañ

Salud dit ! Titloù un nebeud pennadoù (Gwenan, Merien) zo bet cheñchet gant unan eus kenlabourerien Wikipedia da lakaat unanderennoù en o lec'h. Gallout a rez mont d'an davarn da zisplegañ da soñj war ar c'hemm-se. A galon, --Llydawr (kaozeal) 29 Gen 2014 da 17:28 (UTC)Respont

You are invited!

kemmañ
 
You are invited...
 

The Celtic Knot: Wikipedia Language Conference - Programme now live.

  • Hosts: The University of Edinburgh and Wikimedia UK
  • Supporting: Celtic & Indigenous Languages.
  • Objective: The main objective for Celtic Knot 2017 is the coming together of practitioners in the same room at same time; strengthening the bonds of those working to support language communities into a 'knot' and leading into action. Attendees can expect to learn about and discuss innovative approaches to open education, open knowledge and open data that support and grow language communities.
  • Date: 6 July 2017 - Booking is now open.

Stinglehammer (kaozeal) 22 Mae 2017 da 23:37 (UTC)Respont

Share your experience and feedback as a Wikimedian in this global survey

kemmañ
WMF Surveys, 29 Meu 2018 da 18:40 (UTC)Respont

Reminder: Share your feedback in this Wikimedia survey

kemmañ
WMF Surveys, 13 Ebr 2018 da 01:38 (UTC)Respont

Your feedback matters: Final reminder to take the global Wikimedia survey

kemmañ
WMF Surveys, 20 Ebr 2018 da 00:48 (UTC)Respont

Community Insights Survey

kemmañ

RMaung (WMF) 9 Gwe 2019 da 16:17 (UTC)Respont

Reminder: Community Insights Survey

kemmañ

RMaung (WMF) 20 Gwe 2019 da 19:46 (UTC)Respont